Cape Coast
Neuz
Cape Coast (Oguaa e fanteg) zo ur gêr eus Ghana, pennlec'h ar rannvro Central, war aod Pleg-mor Ginea.
Savet e voe Cape Coast er XVvet kantved gant Portugaliz. Kêrbenn Gold Coast e voe eus penn kentañ an XVIIIvet kantved betek 1877. Ar c'hastell a voe ul lec'h a-bouez evit kenwerzh ar sklaved a-raok dont da vezañ ur mirdi hiziv an deiz.