Mont d’an endalc’had

Cantalausa

Eus Wikipedia

Joan de Cantalausa (anv-pluenn Loís Combas) a oa ur yezhour okitanek ganet e 1925 ha marvet d’an 22 a viz Gwengolo 2006. Beleg e oa Cantalausa ha tremen a reas meur a vloaz eus e vuhez beleg oc’h ober war-dro parrez c’hallek kêr New York, e Stadoù Unanet Amerika. Barrek e oa war meur a yezh (okitaneg, galleg, saozneg, met ivez arameeg, latin, gresianeg, katalaneg, spagnoleg, alamaneg, rusianeg...) hag a-hed e vuhez en deus studiet e yezh vamm hag embannet skridoù enni. Anavezet eo dreist-holl evit e Diccionari general occitan, ur geriadur hollokitanek embannet gantañ e 2003, met a bep seurt labourioù all en deus bet savet : hentennoù deskiñ, studiadennoù diwar-benn an hen- pe ar c’hrennokitaneg, troidigezhioù diwar yezhoù all, adalek levrioù ar Bibl betek Levr ar Janglenn gant Rudyard Kipling.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]