Mont d’an endalc’had

Carlisle (Cumbria)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Caerliwelydd)
Ur pennad Carlisle zo ivez.

Carlisle

Carlisle, distaget [ˈkɑrlaɪl] (er vro) ha [kɑrˈlaɪl] (e lec'h all) (Caerliwelydd e kembraeg, bet brezhonekaet e Kêrliouelez[1], ha Cathair Luail e gouezeleg Skos) zo ur gêr e gwalarn Bro-Saoz, e Cumbria, nepell diouzh harzoù Bro-Skos, ha da lesanv dezhi dre-se The Border City (kêr an harzoù) pe The Great Border City (kêr vras an harzoù), brudet hec'h iliz-veur hag he c'hastell.

War lez ar stêr Eden emañ Carlisle.

En aour e groaz pavek en gul, karget ouzh kondon gant ur rozenn en aour ha heuliet gant ur rozenn en gul e pemp konk (1924).
Luguvallium

cf Rivet & Smith[2] :

Luguvallium e oa an anv latin, da lavarout eo moger an doue Lugus, doue Lug ar C'halianed.

  • Enskrivadur RIB 2015, un aoter bet dizoloet en Old Wall : ... GENIO (...)VALI.... gouestlet da vMars Cocidius ha d'ar Genius (...)VALI.
  • I.A 4672 (Iter II) : LUGUVALLO ; 4741, 4766 (Iter V) : LUGUVALIO.
  • Ravenna 10710 : LAGUBALUMI / LAGUBALIUM.
  • Beda : Lugubalia.
Carlisle

cf Ekwall[3] :

  • HSC c. 1050 : Luel.
  • ASC, 1092 : Cardeol.
  • WP c. 1100 : Karlioli.
  • P, 1130 : Caerleoil.
  • Taliesin : caer liwelid

Istor Carlisle a zo pouezus-kenañ en istor Breizh-Veur.

  • Luguvallium e oa anv ar c'hreñvlec'h pouezusañ, dre ma oa savet en amzer Moger Hadrian, en tu all d'ar stêr Ituna (hiriv Eden river).

Amzer Carvetii

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor Carlisle a zo liammet gant keoded nevez Carvetii, disrannet diouzh ar Vriganted, war dro fin IIIvet kvt.

Amzer Rheged

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammet eo Carlisle ouzh rouantelezh Rheged.

Dindan an Normaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ASC, bloaz 1092 : "In this year king William went north to Carlisle with a great levies, ans restored the town, and built the castle. He drove out Dolfin who had formely ruled that district, and garrizoned the castle with his men. ..." = "Er bloaz se, ar roue Gwilherm a yeas d'an hanternoz gant meur a strollad-emgann, hag a adsavas kêr, hag a savas ar c'hastell. Lakaat a reas Dolfin war dec'h, hag a oa bet en araok e penn ar bann se, hag e stalias e dud er c'hastell ..."[4]

Eus an istor d'ar vojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luguvalium / Caer Liwelid / Carlisle en em gav e penn pellañ genoù (pe aber, pe loc'h e gouezeleg) ar stêr Eden, ket a-sonn, evel just, mes a-led, e-lec'h en em gav dour dous gant an dour sal.

Ar genoù, pe an aber, a zo lavaret loc'h e gouezeleg (> lac; lennvor).

Hag he-se, tu ez eus da welout kastell Luguvalium / Caer Liwelid / Carlisle dre skeudenn ur c'hastell er foñs ul loc'h, deut da vezañ er vojenn un château au fond du lac (hud evel-just !)

  • Carlisle = Carduel (cf Ruth Minory; Ronan Goghlan)[5]

Diwar an anv Carvetii, anv heñvel diouzh kembraeg Carwed, Carwed (-fynydd)[6], e vefe tu da soñjal ouzh emgann Carohaise eus ar vojenn.

  • Sant Padrig a vefe ganet e Bannaven Taberniae (pe Banna Venta Berniae), e-kichen Carlisle, en 385. Gwelout breutadenn gant Rivet & Smith, appendix, p. 511-512

Levrioù talvoudus da lenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936 ... 1980
  • A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Vallée, 1931
  2. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  3. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.
  4. The Anglo-Saxon Chronicle; translated and edited by G.N Garmonsway. Everyman's Library. 1953-1984
  5. Ronan Coghlan : The Illustrated Encyclopaedia of Arthurian Legends. Element Books Limited. 1993.
  6. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. P; 302-1
  7. http://www.britishlistedbuildings.co.uk/en-386808-old-town-hall-cumbria