Cadfan (sant)
Ur sant brezhon eus Kembre er VIvet kantved eo Cadfan pe Kadvan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur priñs e vije bet, mab da Eneas Lydewig ha da santez Gwenn, intañvez Fragan. Neuze e vije lezvreur d'ar sent Gwezhenneg, Jagu, ha Gwennole. Desket e vije bet e Llanilltud Fawr evel kalz a sent all.
Bez' e oa unan eus ar sent-se a reas meur a veaj etre Breizh ha Kembre. Gantañ e vije bet savet iliz Sant Cadfan e Tywyn, ha bet eo abad kentañ Ynys Enlli.
Mont a reas da Vreizh gant ar manac'h Cynllo, ha gantañ e vije bet savet parrez Kavan e Treger.
Enoret e vez Kadvan e Plougerne. Roet en deus e anv ivez da Llangadfan e Sir Drefaldwyn, e reter Kembre.
Lidet e vez d'ar 1añ a viz Du.
Darn eus an traoù a ouzer diwar e benn a deu eus ur varzhoneg Canu Cadfan gant Llywelyn Fardd en XIIvet kantved. Hervez Levr Llandaf ez eas war vor eus Arvorig da Dywyn.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud all zo bet anvet Cadfan.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sainte Guen Teirbron (Alba Trimammis) et saint Cadvan, Bulletin de la Société archéologique du Finistère, II, 1874