Mont d’an endalc’had

C'hanelezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur c’hanelezh[1] pe ur c'hahanelezh(Daveoù a vank) e degouezhioù 'zo, a oa un tiriad istorel, bet renet gant ur c'han, « c’hahan », « c’hatoun » pe « c’hanoum ». Savet e voe er c’hevredigezhioù kantreerien a gaved er pobloù turkek, Turked, Mongoled ha Tatared a veve e stepennoù Azia hag a voe stumm o rouantelezh pe o impalaeriezh dezho. E kornôg Europa e voe meneget dindan ar furm latin « gaganus » gant Gregor Teurgn evit ar wezh kentañ.

Aozadur hollek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez meuriadoù o kantreal en Eurazia e voe savet galloudoù nann-gwriziennet war dalc’herezh an douaroù, met war ar gerentiezh hag an emglevioù milourel. Pennoù an emglevioù ne c’hellent ket mont da c’han pe gahan paneve ma veze gounezet skoazell ha lealded ar vrezelourien ganto. Lakaet e veze ar riez da vont en ur zastum truajoù. Pa veze bodet meur a c’hanelezh e veze anvet c’han ar c’hanelezhioù, ar « c’hahan », damheñvel ouzh un impalaer.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Deveret diwar c’han, ur ger implijet gant Meven Mordiern, pa troas Gengis Khan da dTchingiz C’han (Gwalarn, 1936). War batrom dugelezh ha priñselezh.