Mont d’an endalc’had

Buhez an Tad Julian Maner

Eus Wikipedia

Buhez an Tad Julian Maner, pe Buhez an Tad Julian Maner jezuist, misioner Breiz (1606-1683), hervez a lenner war ar golo, zo ul levr brezhonek gant J. M. Uguen, Chaloni a enor, Person Plougastel-Daoulas, embannet e 1933, ha Skeudennet gant L. ar Guennec. Moulet e ti L. Chaudourne, 15 rue marchande, 15, Le Mans. 288 pajenn zo ennañ o kontañ div bajenn an daolenn. Savet eo diwar-benn buhez ar jezuist breizhat Juluan Maner (1606-1683 Plevin).

Deskiñ brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu a lenner el levr (pajennoù 21 ha 22) :

... ar breur maner a yeas, eur yaouez eus miz du 1630... da bediñ da chapel Ti Mamm Doue e parrez Kuzon , hirio e Kerfeunteun. ... hag o tigouezout er chapel ... e reas ar bedenn-mañ : «  Mamm vat, ma karfec'h deski d'in ar brezoneg, e c'hellfen buan komz ar yez-se ha gounit d'eoc'h servicherien. » Distro d'ar skolaj, e lavaras d'an Tad Bernard petra en doa graet, hag e tisklerias e teskfe laouen ar brezoneg ma vefe roet aotre d'ezan. An Tadou all eus ar skolaj a enebe ouz c'hoant o Breur Maner... met c'houec'h miz diwezatoc'h ... e reas e c'houlenn d'an tad Jacquinot, una eus Renerien ar jezuisted. «  Aotreet ... da zeiz ar Pantekost 1631, e c'hellis, emezañ, d'ar meurs war-lerc'h, ober katekiz d'ar bobl. C'houec'h sizun diwezatoc'h e c'hellen prezeg, hep kaout ezomm da skriva ger ebet.»

Setu aze eun dra vurzudus: gellout, e ker berr amzer, komz ha prezeg e brezoneg! ...