Broadelouriezh queer
Ar vroadelouriezh queer a zo anezhi un ideologiezh savet diwar teorienn ar vroadelouriezh diouzh un tu hag al luskad evit gwirioù al lesbianed hag ar re c'hae.
Hervez an ideologiezh-se n'eo ket an tud heñvelrevel ur strollad hiniennoù gant emdalc'hioù ha pratikoù disheñvel douzh re an darn-vrasañ eus an dud (arallrevel) met kentoc'h ur bobl pe ur vroad diazezet war an identelezhioù revel pe/hag an tuadurioù reizhel gant ur sevenadur ha reolennoù mont-en-dro sokial resis dezhi hec'h-unan.
Alies a-walc'h e teu strolladoù tud bet mac'homet en amzer dremenet d'en em genstrollañ a-benn en em wareziñ. Goude ma chomas an heñvelrevelezh da vezañ kastizet evel torfed gant lezennoù an darn varasñ eus broioù Europa e krogas al luskad hushualerezh gae ha lesbian d'en em aozañ da vat a-benn tappout an hevelep gwirioù evit an dud arallrevel. Sevel a reas diwar ur stourm-se ur spered identelezh kreñvoc'h-kreñvañ. Ne oa ket tu da dizhout ar pal-se ha lod a gredas e oa ezhomm en en disrannañ penn-da-benn diouzh ar gevredigezh arallrevel. E 1990 e oa bet krouet an aozadur "Broad Queer" (Queer Nation), gante al luganoù I hate straights ("Kas eo din an dud arallrevel") ha "We're here. We're queer. Get used to it" ( Amañ omp hag queer hag evel-se e chomfomp).
Koshoc'h avat eo istor ar spered pobl, hag er bloavezh 1867 e komzas an alvokad alaman Karl Heinrich Ulrichs eus an "identelezh gae" hag anaouet e oa bet "Broad Queer" (Queer Nation) evel un doare broadelouriezh nevez gant Bérubé ha Chee e 1991.
E 1996 e oa bet embannet gant Brian Walker ur pennad anvet "Luskadoù sokial evel broadelouriezhioù pe diwar-benn ar mennozh ur vroad queer" (Social Movements as Nationalisms, or, On the Very Idea of a Queer Nation) ma vez difennet ez eus e gwirionez ur vroad eus ar gumuniuzh c'hae ha lesbianel.
Hervez tezennoù Walker ec'h eo reizh lârete ez eus ur vroad pe ur bobl eus ar gumuniezh gae ha lesbianel evit meur a beg pa vez keñveriet ouzh an abegoù ar [vroadelouriezh dre vras:
- kregiñ a reas pep luslkad broadelouriezh evel ul luskad sokial er penn-kentañ diwar ar fed ma vez isrannet strolladoùigoù tud diouzh an darn-vrasañ hervez perzhioù disheñvel kenetreze;
- ar gumuniezh heñvelrevel he deus ur sevenadur dezhi hec'h-unan gant stalioù, lec'hioù-emgav, hag all;
- he deus un istor (betek Henc'hresia d'an nebeutañ);
- he deus ul lennegezh;
- klasket e vez pouezañ war ar Stad hag all e mod pe vod a-benn kenderc'hel da dreuzvevañ.
Klasket e oa bet sevel ur vroad c'hae stag ouzh un takad-douar resis evit ar wech kentañ e 2004 pa oa bet disklêriet gant ur strolladig tud heñvelrevel eus Aostralia e oa deuet da vezañ inizi Cato Rouantelezh Gae ha Lesbian Mor ar C'houral.
N'eo ket gwall disheñvel arguzennoù ar vroadelouriezh gae ha lesbianel diouzh re luskad dishualerezh ar yuzevion hervez skridoù Theodor Herzl dreist-holl.
Ne vez ket soutenet gant an darn vrasañ eus an dud a labour war dachenn an deorienn queer klask tizhout an dishualerezh dre an disrannouriezh savet diwar an ideologiezh vroadelour.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dafar ha skridoù
- Skridoù
- Diverradur danvez-skrid doktorelezh Brian Walker
- RANKIN, L. P.: 'Sexualities and national identities: Re-imagining queer nationalism' in: Journal of Canadian Studies, Summer 2000
- "Gay Homeland Foundation"
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |