Brit Air
Brit Air (kod IATA: DB; kod ICAO: BZH) a oa ur gompagnunezh treuzdougen dre girri-nij eus Breizh. Krouet e oa bet d'ar 26 a viz Gouere 1973 gant Xavier Leclercq. Kendeuzet e oa bet d'an 31 a viz Meurzh 2013 gant Airlinair ha Régional evit ober ar gompagnunezh HOP ! perc'hennet penn-da-benn gant Air France.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1973 e krouas Xavier Leclercq "Brittany Air International" gant merk kenwerzhel Brit Air gant kirri-nij a vent vihan (2 Piper-Aztec 5 plas). 5 Karr-nij a oa e 1978, unan 18 plas en o-zouez.
E 1979 e kemeras Brit Air he flas en treuzdougen rannvroel dre garr-nij gant nijadennoù reoliek eus Roazhon, Montroulez, Kemper, an Havr-Nevez ha Caen war-du Londrez. 7 karrr-nij he doa ar gompagnunezh neuze.
E 1983 e teuas daou Fokker a 50 plas pep hini da greñvaat ar strollad kirri-nij. Un emglev a voe skoulmet gant Air Inter.
Skoulmet e voe un emglev heñvel gant Air France e 1986. Prenañ a reas Brit Air 2 ATR, unan a 46 plas hag an eil a 50.
Astennet e voe an emglev gant Air Inter e 1989. Perc'henn e oa ar gompagnunezh war 19 karr-nij neuze.
E 1991 e voe krouet ur greizenn stummañ (ICARE) evit an nijerien e Montroulez. Prenet e voe un darvanerez nij war ATR 42/72. Tri c'harr-nij warn-ugent a oa neuze er strollad, 12 ATR en o-zouez.
Dilennet e voe Brit Air "Kompagnunezh europat ar bloaz" gant an "Association européenne des compagnies régionales" ha "Gwellañ kompagnunezh rannvro ar bloaz er bed" gant ar gelaouenn amerikan Air Transport World e 1995.
E 1997 e voe sinet ur gevrat frañchizañ gant Air France war holl linennoù Brit Air. Tremen a reas ar rouedad eus 22 linenn darempredet ingal da 33. Kavout a raed 12 CRJ (Canadair Regional Jet), 10 ATR 42, 2 ATR 72 er strollad kirri-nij. Prenet e voe un eil darvanerez nij evit ICARE, war CRJ 100 ar wech-mañ.
Mont a reas Brit Air war eil marc'had eskemmdi Pariz e 1998. 5 Fokker F100 a voe prenet.
E 2000 e teuas Air France da vezañ perc'henn war an niver brasañ niver gevrannoù Brit Air. Prenañ a reas ICARE un trede darvanerez nij war CRJ 100/200/700. Savet e voe ur sez nevez e Montroulez.
E 2001 e voe Brit Air ar c'hentañ kompagnunezh er bed oc'h implijout ur CRJ 700 eus ti Bombardier.
E 2002 e teuas Marc Lamidey da vezañ prezidant.
E 2003 e oa 30 vloaz ar gompagnunezh, gant 1 200 den gopret ha 37 karr-nij. D'an 22 a viz Mezheven e kouezhas ar c'harr-nij a zeue eus Naoned 2,3 miltir eus aerborzh Brest. Ar c'homandant a voe an den nemetañ o koll e vuhez.
E 2008 e oa 1 300 den o labourat evit Brit Air (1 200 evit an nijadennoù, 45 evit ar greizenn stummañ ICARE ha 50 e Lyon evit kempenn ar c'hirri-nij). 36 karr-nij. 300 nijadenn bemdez. 4 milion a veajourien. 483,7 milion a euroioù a gengreadur. 5,3 milion a c'hounid rik.
E 2010 evel e 2001 evit ar CRJ 700 e voe Brit Air ar c'hentañ kompagnunezh oc'h implijout ar CRJ 1000. Ne voe nemet an hini kentañ a zouge livioù breizhat. Ar re all a oa livioù Air France warno.
E 2012 e oa 39 c'harr-nij (13 Bombardier CRJ-100 gant 50 plas, 15 Bombardier CR-700 gant 72 plas hag 11 Bombardier CRJ-1000 gant 100 plas). D'an 31 a viz Meurzh 2013 e voe strollet Brit Air, Airlinair ha Régional er gompagnunezh HOP !, pol nevez Air France evit an nijadennoù berr hag etre.