Brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz (1213–14)
Neuz
Brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz eus 1213–1214
Rann eus | kevezerezh kapesian-Plantagenet |
---|---|
Lec'h | Normandi |
Deiziad kregiñ | 1213 |
Deiziad echuiñ | 1214 |
Ar Brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz a oa bet ur stourm pouezus etre Rouantelezh Bro-C'hall a-enep Rouantelezh Bro-Saoz ha stadoù kevredet all. Stourmet e oa bet evit klask troc'hañ al lusk kreñvaat politikel hag an emled tiriadel a oa gant Fulup II an Aogust. Ouzhpenn-se e oa awenet gant c'hoant roue Bro-Saoz Yann Iañ da adpakañ e zouaroù en Anjev a oa bet kemeret dezhañ gant Fulub II. Ar c'hentañ brezel kengevreet a-enep ar Rouantelezh C'hall e oa bet hag echuet e oa trumm gant Emgann Bouvines lec'h ma oa bet Fulub II o trec'hiñ garv ar Saozon hag o haperien.