Brezel diabarzh Finland
Rann eus | Brezel-bed kentañ, Brezel diabarzh Rusia |
---|---|
Arvez | pro-independence movements in the Russian Civil War |
Stad | Finland, Impalaeriezh Rusia |
Lec'h | Finland |
Deiziad | 15 Mae 1918 |
Deiziad kregiñ | 27 Gen 1918 |
Deiziad echuiñ | 15 Mae 1918 |
Efed | Rump Parliament |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Civil war of Finland |
Brezel diabarzh Finland ( 27 a viz Genver – 15 a viz Mae 1918) a oa bet ur brezel diabarzh evit mestroni bro Finland pa oa tremenet ar vro eus Dugelezh veur Finland lodenn eus Impalaeriezh Rusia, etrezek ur vro dieub hag emren. Ar stourmadennoù lies a a oa bet e-pad ur gerdarz broadel, sokial, politikel luziet degaset gant ar C'hentañ Brezel-bed (Talbenn ar Reter) en Europa.
Ar brezel diabarzh a voe stourmet etre ar re Ruz, renet gant ur skourr eus Strollad sokial demokratel Finland, enebet ouzh ar Re Wenn, renet gant ar sened mirour. An aozadur dammsoudardel Gwarded Ruz, savet gant labourerien ar greanterezh ha peizanted, a oa mestr war ar c'hêrioù ha kreizennoù greantel su ar vro. Ar Gwarded Gwenn, un aozadur dammsoudardel, a oa savet gant peizanted, ar c'hlasoù sokial etre hag ar vourc'hizien, a oa mestr war maezioù kreiz ar vro ha a vestronie norzh Finland.
E-pad ar bloazioù dres a-raok ar brezel diabarzh, kevredigezh Finland a oa bet o kreskiñ kalz ha prim a-fed poblañs, greanterezh, kêriekadur ha ganedigezh ur renkad labourerien frammet er c'hêrioù. Gouarnamant ha demokratelezadur ar vro a oa distabil gant ar vodernelezh. Live buhez ha skoliata an dud a oa o vont war-raok pazenn-ha-pazenn, gant ur santimant broadel kreñvoc'h-kreñvañ hag ur sevenadurezh puilh finlandat o tiwan.
Gant ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet degaset fin Impalaeriezh Rusia, e Finland e oa bet neuze ur mare hep galloud politikel e-penn ar vro. Stourm a oa bet evit kemer galloud er vro ar pezh en doa degaset muioc'h-mui a nerzh milourel er gevredigezh hag un enebiezh daonet etre an tu kleiz pellañ harpet gant an URSS hag ar virourien harpet gant an Impalaeriezh alaman. Ar re Ruz a oa kroget gant un argadenn hollek c'hwitet e miz C'hwevrer 1918, dafaret e oant gant ar Rusia soviedel. Un enep-argad gant ar re Wenn a oa kroget e miz Meurzh. E miz Ebrel e oa erruet ur bagad soudarded eus an Impalaeriezh alaman evit harpañ anezho.
An emgannoù pouezushañ e-pad ar brezel diabarzh a oa bet reoù Tampere ha Viipuri (svedek: Viborg), gounezet gant ar re Wenn. Emgannoù Helsinki ha Lahti, a oa bet gounezet gant ar soudarded alaman. Dre an trec'hioù-se e oa bet riñset nerzhioù lu ar re Ruz. Ar feulster politikel a oa diazez a-raok hag e-pad ar brezel. E-tro 12 500 prizoniad ruz a voe marvet dre an naonegezh hag ar c'hleñvedoù e kampoù-bac'h. E-tro 39 000 den, 36 000 anezho o vezañ finlandiz, a oa marvet e-pad ar brezel drastus.
Disorc'h ar brezel diabarzh a welas ar finlandiz o tremen eus ur sujidigezh d'ar rusianed, d'un emrenerezh diglok rak ul levezon bras a oa gant Impalaeriezh Alamagn war ar vro. An alamanted o devoa soñjet sevel ur vonarkiezh finlandat suj dezho met dre ma voe kollet ar C'hentañ Brezel-bed ganto e oa bet echuet ar steuñv-se. Finland goude ar brezel a oa ur vro emren da vat, gant un demokratelezh republikan. Ar brezel-diabarzh en devoa rannet ar gevredigezh evit degadoù a vloavezhioù. Ar gevredigezh finlandat a voe strollet hag un-dro goude gwelladennoù sokial marc'hataet sioul, gant ur c'hoant youlek eus ar bobl da chom hep gwelet ar feulster o tistreiñ.