Re Wenn (Finland)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar re Wenn e Ruovesi e 1918.

Ar Re Wenn (finneg: Valkoiset, svedeg: De vita, rusianeg: Белофинны), pe Finland Wenn, a oa un anv implijet evit ober anv eus ar gouarnamant ha nerzhioù lu renet gant sened kentañ Pehr Evind Svinhufvud. Enebet e oant ouzh ar re Ruz, pe Republik Sokialour Labourerion Finland, e-pad Brezel diabarzh Finland (1918). An nerzhioù lu diazez a oa bet bezenoù Gwarded wenn, troadeien Jäger, ha soudarded all emezelet. Disrannourien diouzh Rusia, ar Jägers a oa repuet en Alamagn etre 1914 ha 1917. Eno e oant bet gourdonet mat, gortozet o doa distreiñ e Finland pa oa tost ar brezel diabarzh da gregiñ. Un darn anezho a oa bet o kemer perzh er C'hentañ Brezel-bed. Harpet e oa Re Wenn Finland gant an Impalaeriezh Alaman.

Soudarded gwenn, e-kreiz Urho Kekkonen. Lakaet en devoa 13 gward ruz da vezañ fuzuilhet e-pad ar brezel diabarzh.

Ar Re Wenn na oant ket ur strollad unvan a-fed selloù politikel. An diazez a oa talañ ouzh ar gomunisted ha distreiñ da reolennoù ar sened (gouarnamant Dugelezh Finland) a oa bet savet gant an holl strolladoù eus an Eduskunta (parlamant) nemet ar strollad sokialour. Ar penn gouarnamant da c'hortoz evit ar Re Wenn a oa Pehr Evind Svinhufvud, kannad ar sened d'ar mare-se. Ar penn brezel a oa Carl Gustaf Emil Mannerheim.

Dibunadenn e fin ar brezel diabarzh evit lidañ an trec'h.