Mont d’an endalc’had

Brezel Urbino

Eus Wikipedia

Brezel Urbino, e 1517, zo ur brezel a eil renk e-pad brezelioù Italia.

Francesco Maria Iañ della Rovere, poltredet gant Tizian.
Federico Gonzaga (aotrou Bozzolo)

Kregiñ a reas ar brezel e fin brezel Kevre Cambrai (1508-1516), pa glaskas Francesco Maria Iañ della Rovere kemer e dro da deurel e graban war dugelezh Urbino, a oa bet tennet digantañ er bloaz a-raok.

E penn-kentañ 1517 e tegouezhas dirak mogerioù kêr Verona da sevel un arme e-touez ar soudarded o devoa lakaet seziz war ar gêr-se hag he c'hemeret evit he reiñ en-dro da Republik Venezia. Della Rovere a vodas un armead a 5000 soudard war droad ha 1000 a gezeg ha lakaat a reas Federico Gonzaga (aotrou Bozzolo) er penn anezhi, ha d'an 23 a viz Genver ec'h erruas dirak kêr Urbino.

Trec'h e voe war ar c'hondottiero Francesco del Monte, a oa e penn arme Stadoù ar Pab, digoret e voe dezhañ perzhier kêr, ha degemeret brav gant ar bobl.

Kenkent, setu ar pab Leon X da c'hopraat un armead a 10000 soudard, ha da lakaat e niz Lorenzo II de' Medici er penn anezhi, skoazellet gant Renzo di Ceri, Giulio Vitelli ha Guido Rangoni. Ha kaset arme ar pab da Urbino. Gloazet e voe Lorenzo gant ur boled akebut, d'ar 4 a viz Ebrel e-kerzh seziz Mondolfo, ma tistroas da Toskana. En e lec'h e voe lakaet ar c'hardinal Bibbiena. Met ne oa ket ur brezelour ampart ar c'hardinal, trec'het e voe e Monte Imperiale, koll bras a voe, ma rankas en em dennañ da-vetek Pesaro.

Echuet e voe ar brezel peogwir e vanke arc'hant da Francesco Maria Iañ della Rovere da baeañ ar soudarded dastumet e Verona. Freuz ha reuz a reas en Toskana hag en Ombria, met en aner, ha setu eñ da glask un diskoulm diplomatek gant ar pab. En Gwengolo e voe sinet ur feur-emglev, ma c'hallas della Rovere mont da repuiñ da gêr Mantova gant e ganolioù, ha gant al levraoueg en doa skrapet en Urbino hag a oa bet savet er c'hantved a-raok gant an dug Federico III da Montefeltro (1422-1482).

Er brezel-se e voe gwelet Giovanni dalle Bande Nere o kemer perzh en emgannoù.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Claudio Rendina, I capitani di ventura, Newton Compton, 1994.