Brezel Naplez (1815)
- Brezel Naplez a vez graet a-wechoù ivez eus Kentañ brezel Italia (1494-1497) gant ar C'hallaoued er XVvet kantved.
Brezel Naplez e 1815 a c'hoarvezas etre Rouantelezh Naplez, ma rene ar jeneral gall Joachim Murat, hag Impalaeriezh Aostria. Tri miz e padas.
A-raok ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Murat a oa bet lakaet gant Napoleon da ren e Naplez. Ranket en doa kemer perzh e Brezel Rusia e 1812. Echu ar brezel e tistroas Murat gant arme Napoleon da Vro-C'hall, ha kentañ ma c'hallas e tistroas d'e rouantelezh gant aon na vije diroueet.
En 1813 e voe ur pennad etre chom feal da Napoleon ha marc'hata gant e enebourien. A-benn ar fin e sinas Emglev Naplez gant Aostria, hag e kasas un arme da vrezeliñ ouzh an Impalaer.
E 1815 e tivizas Kendalc'h Vienna daskor ar galloud d'ar rouaned Bourbon e Naplez. Pa dec'has Napoleon eus Enez Elba e tisklêrias Murat ar brezel da Aostria, d'ar 15 a viz Meurzh 1815.
Kant devezh e padas distro Napleon, trec'het e voe en emgann Waterloo.
Ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas d'ar 15 a viz Meurzh 1815, pa voe disklêriet ar brezel gant Murat, hag echuet d'an 20 a viz Mae 1815, pa voe sinet Feur-emglev Casalanza. C'hoarvezout a reas ar brezel e-pad ar C'hant Devezh a dremenas etre distro Napoleon eus e harlu en Enez Elba, a-raok ma kuitaas Pariz da gemer perzh en Emgann Waterloo ma voe trec'het gant ar jeneral saoz Wellington.
Tarzhañ a reas ar brezel pa en em savas aduidi Napoleon en Naplez, hag echuiñ gant trec'hioù Aostria en Emgann Ceprano hag en Emgann Tolentino. Tec'hel a reas Murat da Vro-C'hall. D'ar 23 a viz Mae e voe kemeret Naplez gant an Aostrianed, d'ar 25 e klevas Murat ar c'heloù e Cannes.
Goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude e voe adroet ar gurunenn d'ar roue Bourbon, Ferdinando IV Naplez, da ren en-dro war Rouantelezh an Div Sikilia.
Klask a reas Murat dont en-dro da adkemer e rouantelezh kollet. Gant 28 a wazed e tilestras e Pizzo Calabro d'an 8 a viz Here 1815: nemet ne voe ket degemeret ken brav ha Napoleone Buonaparte eus e harlu. Prizoniet e voe ha fuzuilhet e kastell ar gêr-hont ha fin da brezelioù Napoleon.
Neuze e voe adunanet an div rouantelezh, hini Naplez ha hini Sicilia, d'ober Rouantelezh an Div Sikilia: ...
Koulskoude, droug a voe miret ouzh Aostria en Italia penn-da-benn, ha kement-se a zigoras an hent d'ar stourm evit unvaniñ Italia.