Brezel-diabarzh Portugal

Eus Wikipedia
Ludresadenn ma weler Pedro IV ha Miguel Iañ oc'h en em gannañ da gregiñ e kurunenn Portugal, gantHonoré Daumier, 1833.

Brezel-diabarzh Portugal, anavezet e Portugal evel Guerra Civil Portuguesa, pe Guerras Liberais, Guerra Miguelista pe Guerra dos Dois Irmãos, zo ur brezel-diabarzh a c'hoarvezas e Portugal entre frankizourien ha bonreizhourien en un tu ha hollroueelourien en tu all, diwar-benn piv a dlee ren er vro, Maria II Portugal pe hec'h eontr Miguel Iañ. C'hwec'h vloaz e padas, adalek 1828, hag echuiñ gant Emglev Evoramonte d'ar 26 a viz Mae 1834.

Orin ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Entre 1807 ha 1810, dre deir gwech, e klaskas armeoù gall Napoleone Buonaparte aloubiñ Portugal. Tro-wenn a rejont bep tro, hogen daoust da se e voe tizhet ar vro gant ar mennozhioù nevez hag ar frankizouriezh. Pa oa ar roue en harlu e voe un Dispac'h frankizel. Pa zistroas ar roue João VI eus Brazil ec'h embannas Bonreizh 1822, frankizel kenañ. Neuze en em vodas an eneberien en-dro d'ar rouanez ha d'he mab Miguel.

E miz Meurzh 1826 e varvas João VI. Neuze e savas bec'h da c'houzout piv a renje. Pedro Iañ Brazil, mab henañ ar roue, a oa en e wir, ha kurunennet e voe evel Pedro IV Portugal. E vreur Miguel a zisklêrias en devoa kollet Pedro e wir p'en devoa trubardet e vro oc'h embann dizalc'hted Brazil, trevadenn Portugal. Hogen na pobl Portugal na hini Brazil ne felle dezho kaout ur roue a renje en div vro. Neuze, e miz Ebrel 1826, e voe graet un adwel da Vonreizh 1822 (kentañ Bonreizh Portugal), hag e tilezas Pedro ar gurunenn d'he reiñ d'e verc'h María da Glória, a oa seizh vloaz, gant ma timezje d'hec'h eontr Miguel pa deuje en oad d'ober. Da c'hortoz, eo e c'hoar Isabel Maria de Bragança, a vije rejantez. Ha Pedro en-dro da Vrazil.


Ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En deroù e oa an tu kreñv gant harperien ar roue Miguel ha koll e oa kostezenn Pedro. Miguel ne voe ket anavezet gant kalz a vroioù all avat, nemet gant SUA hag ar Vatikan. Rouaned all Europa a chome mut. Portugal a oa o vont war baouraat abalamour d'an dispignoù bras graet gant Miguel. Pedro Iañ avat, dre ma n'halle ket ober war-dro aferioù Brazil ha Portugal war un dro, a laoskas kurunenn Brazil gant e vab Pedro II, d'ar 7 a viz Ebrel 1831, hag ac'h eas da Bortugal da zifenn e wirioù roue Portugal evit e verc'h ha da stourm ouzh e vreur. En 1831, e tilestras Pedro gant e soudarded en Açores, e kemeras meur a enezenn, hag e reas e lec'h-kreñv en enezeg.

Gant e arme e kemeras Angra, lec'h a bouez en Açores d'al listri-brezel, hag ac'hano e challas diwezhatoc'h, kas soudarded da zilestrañ war an douar-bras, en hanternoz da Borto, e Praia dos Ladrões, adanvet goude Praia da Memória: Dilestradeg ar Mindelo a lavarer eus an darvoud-se, hag ur monumant bras zo bet savet eno d'an dud lazhet er brezel-diabarzh, e stumm da un obeliksenn savet dirak ar mor.

Goude, arme Pedro a emziwallas a-drek mogerioù ar Cidade Invicta, hag o enebourien a grogas gant ur seziz hir ha kalet anvet Cerco do Porto. A-benn ar fin, listri ar frankizourien a deuas a-benn da dremen daoust ma oa bet stanket aber Douro gant o enebourien, ha da vont a-hed an aod betek Algarve. Eno e tilestras ur rannarme ha hi afo war-du Lisboa, a oa gwarezet gant un toullad listri saoz. Lisboa a godianas d'ar penngomandant frankizour, marichal-Dug an Terceira, hep stourm nag emgann, pelo Dug Cadaval, a oa bet kentañ ministr ar roue Miguel, d'ar 24 a viz Gouhere 1833.

Levantado o Cerco do Porto graças à queda da capital nas mãos dos pedristas, a guerra continuou no entanto a marchas forçadas e dolorosas, em Coimbra, Leiria e pelo Ribatejo fora. Miguel a stalias e lez en Santarém, ma varvas an infantez Maria da Assunção de Portugal, entretant, gant ar vosenn, irmã dos dois príncipes inimigos.

D'ar 24 a viz Ebrel 1834, gant Feur-emglev Londrez, e tivizas Emglev ar Pevar kemer perzh er stourm ouzh arme ar roue Miguel Iañ.

Peoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann Aceiceira, d'ar 16 a viz Mae 1834, a voe diwezhañ emgann bras ar brezel. 18.000 den a oa en arme Miguel, met d'ar 24 a viz Mae e voe embannet ar peoc'h, dilezel ar gurunenn a rae Miguel evit ur gopr bloaziek, kuitaat ar vro a ranke ober hep distro. Pedro a adsavas ar Vonreizh met mervel a reas d'ar 24 a viz Gwengolo er bloaz-se en-eeun.

María da Glória a voe anvet da rouanez evel María II Portugal.

An emgannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Benniel broadel kostezenn Miguel Iañ .
Benniel broadel kostezenn Pedro Iañ.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hipólito de la Torre Gómez,António Pedro Vicente, España-Portugal: estudios de historia contemporánea, Madrid, 1998, ISBN 978-84-7738-616-2
  • Paul Siebertz, Dom Miguel e a sua época - A verdadeira História da Guerra Civi, Mem Martins, ACTIC, 1986.
  • Francisco Pina Manique, A Causa de D. Miguel, Lissabon, Caleidoscópio, 2007
  • Simão José da Luz Soriano, História da Guerra Civil e do Estabelecimento do Regime Parlamentar em Portugal, 1866-90