Mont d’an endalc’had

Breizh Touch

Eus Wikipedia

Ar Breizh Touch zo un heuliad abadennoù sevenadurel (sonerezhel dreist-holl) aozet e Pariz evit Kuzul Rannvro Breizh gant ar Festival interceltique de Lorient eus an 20 a viz Gwengolo 2007 betek an 23 a viz Gwengolo 2007.

An abadennoù hag an arzourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barnadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Burutellet eo bet an darvoud gant meur a gevredigezh, en o zouez ar strollad Askol (kevredigezh dilennidi vreizhat evit an demokratelezh), a lavar e oa koustet 2,4 a vilion a euroioù (2,5 hervez Ouest-France an 10 a viz Here 2007) d'ar rannvro ha da bep hini eus ar 5 departamant). Ouzhpenn e kav dezho e oa koll arc'hant brudañ Breizh e Pariz,

  • dre ma vije bet efedusoc'h ober kemend-all e Berlin, Milano pe Londrez
  • abalamour ma tiskoueze ur santimant a izelded e-keñver Pariz
  • peogwir e oa tud enebet a-viskoazh ouzh Breizh,
  • dre-benn ma oa bet ankouaet pediñ « Produit en Bretagne »
  • abalamour ma oa bet ankouaet ar brezhoneg penn-da-benn (nemet e oa bet emsaverien o klask brudañ ar yezh o-unan)
  • peogwir e oa klasket brudañ an douristelezh dreist-holl
  • dre ma ne oa ket implijet evit kas war-raok arc'hadurioù Breizh: an unavanidigezh, ur statud evit ar yezh,

Er pemdezieg gall Libération e oa embannet ur pennad, o kregiñ war ar bajenn gentañ, gant Françoise Morvan o c'hoapaat an aozadenn ha... doare-skrivañ "savet war urzh an nazied" emezi.

Politikerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet pennad ar senedour gall Jean-Luc Mélenchon embannet en e vlog. Ken en deus disklêriet Jean-Yves Le Drian diwar e benn: Mélenchon, pa glev ar ger Breizh, a daol e vinim. Hag ivez "Mélenchon a zo ur paun strizh e spered".

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.