Mont d’an endalc’had

Bourges

Eus Wikipedia
Bourjez
An iliz-veur.
An iliz-veur.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Bourges
Bro Berry
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Kreiz-Traoñ al Liger
Departamant Cher (prefeti)
Arondisamant Bourges (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h pevar c'hanton
Kod kumun 18033
Kod post 18000
Maer
Amzer gefridi
Yann Galut (tu-kleiz liesseurt)
2020-2026
Etrekumuniezh Bourges Plus
Lec'hienn web http://www.ville-bourges.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 64 362 ann. (2020)[1]
Stankter 936 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47°5′4″N 2°23′47″E
Uhelderioù kreiz-kêr : 153 m
bihanañ 120 m — brasañ 169 m
Gorread 68,74 km²

Bourges, Bourjez e brezhoneg a-wechoù[2][3][4], a zo ur gumun hag ur gêr e departamant gall ar Cher, e rannvro Kreiz-Traoñienn al Liger. Penn-lec'h an departamant eo ha bet eo kêr-benn proviñs Berry.

Kemberiñ a ra ar stêrioù Yèvre, Voiselle, Auron ha Moulon e Bourges.

Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Avaricum (Ptolemaios, II, 7, 10; Taolenn Peutinger; It. Ant.)
  • Bituriga (Ammianus Marcellinus, XV, 11)
  • Biturigo Civitas (Orosius, 6, 11)
  • Civitas Biturigum (Not. Gall.)
  • Betorex, Betoregas, Betorigas (Prou, 1668-1675)
  • Bitorex, Biturigas, Biturigum (Gregor Teurgn)
  • Betoricensis Urbs (???)
  • Avaricum : diouzh anv ar stêt Avara (> Yèvre)[5].
  • "Darn eus kerioù kreñv Galia a oa difennet a bep tu gant geunioù, evel Avarikon (Bourges)"[6]
  • Bitu-rig- : anv ar bobl. Bitu- = bed; rig- = roue, rouanez. Talvoudegezh : Rouanez ar Beb

Ardamezioù. Ger-stur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En glazur, e dri dañvad en argant, kernielek, krabanet, gwakoliet, hag ourouleret en aour, e vevenn koñchek en gul; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour.

Ger-stur : Summa imperii penes Bituriges (Emañ ar galloud uhelañ d'ar v-"Bituriged").

Kent aloubadeg ar Romaned, Avaricon / Avaricum e oa an oppidum ar Vituriged Cubi.

Lec'h diazez ar gêr e oa er c'hember an Auron hag an Yévrette[7].

Da vare ar Romaned, Avaricum e oa ur gêr dieub, kêrbenn ar rannvro Aquitania Prima.

Enno e oa ur c'hroashent meur heñchoù roman : Lyon da Orleañs, Clermont, Limoges, Tours, ivez da Orleañs.

Vvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Difennet eo bet gant Bretoned Riothamus a-enep ar Wizigoted. Goude trec'h ar re-mañ war ar Vretoned, e Deols, e 469, Bourges e oa staget ouzh ar rouantelezh Eurig.

VIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude emgann Vouillé, Bourges en em gavas dindan gallout ar Vranked.

Bosenn er bloaz 570.

Distrujet gant Chilperig er bloaz 583.

Krenn-douar er bloaz 584

VIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Devet eo troioù-kêr Bourges gant Pepin ha Karloman er bloaz 741.

Aloubet eo e benn ar fin Bourges gant Pepin er bloaz 762.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kelc'hva galian ha roman : bet peurziskaret er bloaz 1619[8]
  • Iliz-veur Sant Stevan.

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs 1793-2009

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ambigatus
  • Riothamus

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963; Guénégaud, 1978
  • Meven Mordiern : Notennoù diwar-benn ar Gelted Koz. O Istor hag o Sevenadur. Skridoù Breizh. Brest. 1944
  • Françoise Prévot : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VI. Province ecclésiastique de Bourges (Aquitania Prima). De Boccard. 1989

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Bourjez er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1978.
  3. "Bourjez", Devri : Le dictionnaire diachronique du breton
  4. "Bourjez", KerOfis, Ofis Publik ar Brezhoneg
  5. cf Dauzat ha Rostaing
  6. Meven Mordiern, p. 76
  7. Françoise Prévot. p. 17
  8. Françoise Prévot, p. 18