Bossangoa
Anv ofisiel | Bossangoa |
---|---|
Anv er yezh a orin | Bossangoa |
Stad | Republik Kreizafrikan |
Kêr-benn eus | Ouham |
E tiriad | Ouham |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
Daveennoù douaroniel | 6°29′0″N 17°27′0″E |
Occupant | Anti-balaka |
Bossangoa zo ur gêr e kornôg Republik Kreizafrika, 303 km pell diouzh Bangui, kêr-benn ar Stad.
Kement ha "kêr ar mein kalet" e talv bossangoa e gbayaeg, ur yezh oubangek[1]
Kêr-benn prefedelezh Ouham eo, war glannoù ar stêr Ouham, anezhi unan eus adstêrioù ar Chari. Da 55 353 a dud e save ar boblañs enni e 2021[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet e voe Bossangoa e 1896 gant an ergerzher ha trevadennour gall Charles Perdrizet (1869-1952), ha meret gantañ. Adalek 1901 betek 1905 en em savas tud Bossangoa hag he ziriad a-enep beli ar C'hallaoued.
E 1919 e voe lakaet Bossangoa da bennlec'h pastell-vro Ouham e trevadenn c'hall an Oubangui-Chari.
Pelloc'h, er bloavezhioù 1920, e voe Bossangoa ur greizenn brotestant. Da gatolik e troas koulskoude, hag e 1959 e voe lakaet kêr da sez prefedelezh katolik en eskopti Berbérati, a zo meret gant arc'heskob Bangui, kement-se dre ar savidigezh abostolek Qui Christo iubente gant ar pab Yann XXIII[3].
E 1928 e voe staliet gant an embregerezh gall Société textile africaine ul labouradeg dishiliat koton e Bassangoa hag e kêrioù all[4].
D'an 16 a viz Here 1946 e voe krouet rannvro Ouham en Oubangui-Chari ha lakaet Bassangoa da bennlec'h un distrig anezhi. D'an 23 a viz Genver 1961 e voe lakaet da gêr-benn ar brefedelezh
D'ar 16 a viz Genver 1964, dre ar savidigezh abostolek Gaudet sancta Mater Ecclesia, ar pab Paol VI a lakaas prefedelezh abostolek Bossangoa da eskopti katolik[5].
E 1970 e voe degaset an tredan da Vossangoa[6].
Reuz a voe e kêr e miz Mezheven 1980 pa stourmas kouerien ouzh poliserien abalamour da bolitikerezh ar gouarnamant a-fed boueta an dud. Bloaz war-lerc'h, ar gouarnamant a c'halvas Arme Frañs evit terriñ an emsav a c'hoarvezas a-c'houde dilennadegoù.
E miz Meurzh 2013, emsaverien ar Seleka ("Kengevredad" e sangoeg) a gemeras kêr e-kerzh ar brezel-diabarzh hag a oa tarzhet d'an 10 a viz Kerzu 2012, evit diskar ar prezidant François Bozizé. Didud e chomas Bossangoa e-pad mizioù goude tec'hadeg an 50 000 bennak a dud a veve enni, spontet ma oant bet gant ar brezel etre kristenien ha muzulmiz[7] ; meur a zen a voe lazhet pa glaskas soudarded ar Mission internationale de soutien à la Centrafrique (MISCA) lakaat termen d'an emgannoù[8].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An denoniour Abel Kouvouama, kelenner enorus en Université de Pau et des Pays de l'Adour, zo bet ganet e Bossangoa d'ar 4 a viz Eost 1950.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Binguimalet, Arsène Ferrera : Les représentations sociales et pratiques liées à l'utilisation des produits phytosanitaires en RCA: cas des cotonculteurs de Bossangoa, Université de Bangui, 2010 §3.1.2. Aperçu historique – Lennet d'an 8 Kerzu 2024.
- ↑ (en) City Population – Lennet d'an 8 Kerzu 2024.
- ↑ (la) Qui Christo iubente – Lennet d'an 8 Kerzu 2024.
- ↑ (fr) Chevalier, Auguste : La culture du Cotonnier au Congo belge et en AfriqueÉquatoriale Française. Journal d'agriculture traditionnelle et de botanique appliquée, 1951, niv. 343-344, pp. 275-279 – Lennet d'an 8 Kerzu 2024.
- ↑ (la) Gaudet sancta Mater Ecclesia – Lennet d'an 8 Kerzu 2024.
- ↑ (en) Rius, Juan Fandos ha Bradshaw, Richard. Historical Dictionary of the Central African Republic. Lanham, Maryland : Rowman & Littlefield Publishers, 2016, p. 251 (ISBN 9780810879928)
- ↑ Nossiter, Adam : Central African Town Is Left Charred, Empty and Hopeless Amid Violence, The New York Times, 19 Genver 2014 – Lennet d'an 8 Kerzu 2024.
- ↑ (fr) Libération, 23 Kerzu 2013 – Lennet d'an 8 Kerzu 2024.