Blue Gender

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Blue Gender (japaneg: ブルージェンダー Hepburn: Burū Jendā) zo un dresadenn-vev japanat 26 lodenn enni, krouet ha kenproduet gant Ryōsuke Takahashi (Armored Trooper Votoms]] ha Gasaraki fame). Skignet eo bet etre 1999 ha 2000 e Japan. Blue Gender zo bet savet gant ar studio japanat AIC hag embannet e Stadoù-Unanet Amerika gant Funimation. Ur seinen eo, gant lodennoù feuls, noazh, ha reizhel.
Ur film dezrevell zo bet embannet, (Blue Gender: The Warrior) war DVD gant ur fin disheñvel. Ar stirad zo bet embannet war Sci Fi Channel Evit ar Rouantelezh-Unanet e 2002-2003. Istor Blue Gender a c'hoarvez e 2030, an Douar zo bet aloubet gant Blue, arallvediz neuziet evel amprevaned. Ar re-se o deus kelligoù B evel lod eus annezidi ar blanedenn, evel an haroz Yuji Kaido. Ar Blue a dremen o amzer o lazhañ tud evit o debriñ. An dreistbeverien zo aet da guzhat war Second Earth, un arsav egorel. Kreizet eo an heuliad war an darempredoù etre Yuji ha Marlene o deus kejet war Second Earth hag e-pad an oberiadurioù brezel enep ar Blue.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]