Blasted

Eus Wikipedia

Blasted (brezhoneg : peruzistrujet) a zo titl pezh-c'hoari kentañ ar c'hoarivaourez saoz Sarah Kane. C'hoariet e voe e 1995 er Royal Court Theatre Upstairs e Londrez. Divizoù a savas diwar e benn, ha lod brasañ ar gazetennerien a skrivas a-enep, o lavarout e oa tal-aese ur skrivagnerez yaouank a fell dezhi feukiñ an arvesterien[1] Burutellerien'zo evel Michael Billington (The Guardian) a cheñchas ali goude-se[2],[3].

Ar pezh-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp arvest a ya d'ober ar pezh-c'hoari. Ennañ e kont Sarah Kane un istor karantez-kas etre ur c'hazetenner anvet Ian hag ur plac'h yaouank, Cate hec'h anv. En ur gambr en un ostaleri cheuc'h emaint. Kuit ez a Cate dre ar prenestr. E-kreiz an eil arvest e teu ur soudard, hag ez eo distrujet ar gambr. En trede arvest e komz Ian ouzh ar soudard, ha kompren a reer emaint en ur vro ma'z eus brezel. Er pevare arvest e teu Cate en-dro, ur babig marv ganti. Douariñ a ra anezhañ dindan leur ar gambr hag ez a kuit. Er pempvet arvest e tebr Ian ar babig hag e varav goude-se. Dont a ra Cate en-dro. [4]

C'hoari pezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a lec'h e voe c'hoariet ar pezh. Sed un dibab :

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Graham Saunders Sarah Kane and the Theatre of Extremes
  2. Simon Hattenstone,"A Sad Hurrah", The Guardian, 1añ a viz Gouere 2000.
  3. The Royal Court Theatre / Blasted : Reviews of past productions
    Blasted by Sarah Kane
    Jerwood Theatre Downstairs 29 a viz Meurzh - 28 a viz Ebrel 2001, http://www.royalcourttheatre.com : http://www.royalcourttheatre.com/reviews/blasted.html
  4. Kane, Sarah, Sarah Kane: Complete Plays. London: Methuen (2001), ISBN 0-413-74260-1


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kane, Sarah, Sarah Kane: Complete Plays. London: Methuen (2001), ISBN 0-413-74260-1
  • Saunders, Graham. Love Me or Kill Me: Sarah Kane and the Theatre of Extremes. Manchester, Eng.: Manchester UP, 2002
  • Sierz, Aleks. "Blasted". The Literary Encyclopedia. 3 a viz Even 2004