Skin (film)
Skin | |
Filmdata | |
---|---|
Titl orin : | Skin |
Bro produiñ : | Rouantelezh Unanet |
Deuet er-maez : | miz Here 1995 |
Padelezh (PAL-DVD) : | 00:11:10 munutenn |
Pare | |
Filmaozer : | Vincent O'Connell |
Skrivagner : | Sarah Kane |
Aktourien | |
Ewen Bremner | |
Liammoù diavaez | |
kemmañ ![]() |
Skin a zo ur film is an 11 munutenn-pad sevenet gant Vincent O'Connell ha ma c'hoari Ewen Bremner ha Marcia Rose.[1] Produete voe gant Tapson/Steel Films evit British Screen ha Channel 4 Films, ha filmet e voe e miz Gwengolo 1995.[2] Senario ar film a voe skrivet en hañv 1995 gant ar c'hoarivaourez saoz Sarah Kane.
Skignet e voe evit ar wech kentañ e e miz Here 1995 ha goude-se er skinwel d'ar 17 a viz Even 1997 da 11e35 noz. Raktreset e oa bet skignañ an ezhañ da 9e40 noz met daleet e voe ar skignañ abalamour d'ar feulster ha d'ar ouennelouriezh a zo ennañ.[2]. E-barzh The Daily Mail e voe skrivet e oa an abadenn skinwel feulsañ ha gouennelourañ bet skignet er skinwel er vro".[3] Vincent O'Connell a voe anvet evit ur Golden Bear er rummad "Best Short Film" e Festival etrebroadel ar filmoù e Berlin e 1996.[4] Senario Skin a voe eil oberenn Sarah Kane. E gavout a reer e Sarah Kane: Complete Plays, embannet e 2001 gant Methuen Publishing.[5]
An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Billy a zo ur skinhead yaouank a gemer perzh en argad un eured etre tud du e Brixton e Londrez. Goude-se e kej ouzh ur vaouez du anvet Marcia hag a zo o chom e-tal e ranndi dezhañ. Karantez a reont ha cheñch a ra an traoù : jahinet eo ar paotr yaouank ganti. Er fin ez eo dilezet ganti hag e klask en em zistruj gant drammoù[6].
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Skin (1995) - Channel 4 film review, Channel 4 : http://www.channel4.com/film/reviews/film.jsp?id=111259
- ↑ 2,0 ha2,1 In-Yer-Face Theatre, Aleks Sierz : http://www.inyerface-theatre.com/archive7.html#d
- ↑ Aleks Sierz ha Graham Saunders : "Skin.", The Literary Encyclopedia, 3 a viz Even 2004 http://www.litencyc.com/php/sworks.php?rec=true&UID=15071
- ↑ Skin (1995), Internet Movie Database http://imdb.com/title/tt0304720
- ↑ Sarah Kane, Sarah Kane: Complete Plays, Londrez, Methuen Publishing, 2001, ISBN 0-413-74260-1
- ↑ Skin movie review & film summary (2019)
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|