Black Lives Matter

Eus Wikipedia
Logo an aozadur Black Lives Matter
Bernie Sanders hag izili Black Lives Matter e Seattle, Eost 2015

Black Lives Matter ("Pouezus eo ar buhezioù du"), berraet e BLM, zo un aozadur etrebroadel diazezet da gentañ e kumuniezh afro-amerikan Stadoù-Unanet Amerika.
Ganet eo BLM a-c'houde ur c'habalerezh a-enep emzalc'h feuls ar polis ouzh ar Re Zu en SUA ; ledanoc'h eo bremañ, pa stourm ivez ouzh ar ouennelouriezh enep an dud du. Alies ez aoz BLM manifestadegoù pa vez lazhet tud du gant ofiserien polis, emsevel a reont a-enep feulster ar polis kement hag an dizingalded ouennel er justis amerikan.

E 2013 e krogas al luskad gant implij an hashtag #BlackLivesMatter er media sokial, goude ma voe didamallet ar poliser George Zimmerman goude bezañ lazhet ar bugel afro-amerikan Trayvon Martin. Black Lives Matter zo deuet da vezañ brudet dre SUA evit ar manifestadegoù er straedoù goude marv daou afro-amerikan all e 2014 : Michael Brown, a zegasas enebadurioù e Ferguson, hag Eric Garner e New York City. Enaouerien an hashtag hag ar galv da vanifestiñ, Alicia Garza, Patrisse Cullors hag Opal Tometi, a emledas o aozadur er vro a-bezh dre grouiñ 30 skourr etre 2014 ha 2016. Rouedad al luskad Black Lives Matter a chom un aozadur digreizennet hep bezañ frammet reut.

Abaoe manifestadegoù Ferguson, izili al luskad o deus bet kemeret perzh e lies manifestadegoù goude marvioù tud a orin afro-amerikan dre obererezh ar polis, evel re Jonathan Ferrell, John Crawford, Ezell Ford, Laquan McDonald, Akai Gurley, Tamir Rice, Eric Harris, Walter Scott, Freddie Gray, Sandra Bland, Samuel DuBose, Alton Sterling ha Philando Castile. En hañvezh 2015, izili Black Lives Matter a grogas gant pouezañ war ar bed politikel betek klask tizhout an danvez prezidanted er vouezhiadegoù kevreadel.

Harpet eo an aozadur gant tud brudet, Bernie Sanders en o zouez.

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sell diazez al luskad Black Lives Matter a zo unan gouennel : poliserien wenn o lazhañ tud du. Hervez studiadenn ar c'helenner torfedouriezh Richard R. Johnson, mar bez uheloc'h an niver a dud afro-amerikan lazhet gant poliserien ar Stadoù-Unanet ez eo kement gant re zu, gwenn pe eus kumuniezhoù all:

On average, 4,472 black men were killed by other black men annually between Jan. 1, 2009, and Dec. 31, 2012, according to the FBI’s Supplementary Homicide Reports. Using FBI and CDC statistics, Professor Johnson calculates that 112 black men, on average, suffered both justified and unjustified police-involved deaths annually during this period.

This equals 2.5 percent of these 4,472 yearly deaths. For every black man — criminal or innocent — killed by a cop, 40 black men were murdered by other black men.[1]

Deroy Murdock kazetenner evit an New York Post a embann "the notion that America's cops simply are gunning down innocent black people is one of today's biggest and deadliest lies.".

Rudy Guiliani ez maer New York a tisklerie en un atersadenn flemmus a-enep ar strollad, evit Fox News, e oa black lives matter ur strollad "diazezet war ar gouennelouriezh" ouzhpennañ a rae

"number one, it divides us. ... All lives matter: White lives, black lives, all lives. Number two: Black Lives Matter never protests when every 14 hours somebody is killed in Chicago, probably 70-80% of the time (by) a black person. Where are they then? Where are they when a young black child is killed?".

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [(en) 6/11/2015 Lec'hienn Nypost.com gant Deroy Murdock http://nypost.com/2015/11/06/black-lives-matters-numbers-are-bogus/].