Bistolida vasta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida vasta (Schilder & Schilder, 1938) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida vasta a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e Meurvor Indez e reter Afrika hag al lodenn vrasañ eus ar c'hregin a zo bet kavet e stomog pesked etre 50 m donder ha donoc'h an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Schilder & Schilder e 1938 dindan an anv genad Bistolida hag hini ar spesad Bistolida owenii vasta evel un ispesad[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida vasta bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea vasta Linnaeus, 1758 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Bistolida owenii vasta (Linnaeus, 1758) anv an diskrivadenn hag anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha ral a-walc'h a vez kavet evit lodenn vrasañ anezho e stomog pesked etre 50 m donder ha donoc'h an hini eo.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 15 mm ha 20 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm pe ramz, betek 27 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bistolida hirundo, Bistolida owenii, daou spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e Meurvor Indez e reter Afrika.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 20 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=717595(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 20 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=717595(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)