Mont d’an endalc’had

Bistolida hirundo

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bistolida hirundo
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Bistolida
Anv skiantel
Bistolida hirundo
( Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Bistolida hirundo a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h a vev er Meurvor Habask hag e Meurvor Indez, e-barzh koral, etre an aod bev ha 10 m donder an hini eo.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus, e 1758[2],[3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida hirundo bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea hirundo Linnaeus, 1758 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Blasicrura hirundo (Linnaeus, 1758) anv aet da get

Kregin brav ha boutin a-walc'h eo an Bistolida hirundo. Kavet e vezont e-barzh koural, etre an aod bev ha 10 m donder.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 11 mm ha 17 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm pe ramz, betek 22 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spesadoù all ar genad Bistolida.

Kartenn al lec'hioù bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Habask hag e Meurvor Indez.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 12 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206095(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 12 a viz Here 2014,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=597174(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)