Mont d’an endalc’had

Bistolida owenii

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bistolida owenii
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Bistolida
Anv skiantel
Bistolida owenii
(J.E.Gray in G. B. Sowerby I, 1832)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Bistolida owenii a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h eo hag a vev e mervent Meurvor Indez, e reter Afrika, er c'horal, etre an aod vev ha tro-dro 100 m donder.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray, e levr G. B. Sowerby I e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].

Roet eo bet an anv owenii en enor da Hugh Owen, dastumer a vro Saoz.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida owenii bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea owenii J.E. Gray in G. B. Sowerby I, 1832 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Blasicrura owenii (J.E. Gray in G. B. Sowerby I, 1832)
  • Cypraea oweni [sic] dre fazi

Daou isspesad a zo bet diskrivet :

  • Bistolida owenii owenii (J.E. Gray in G. B. Sowerby, 1832)
  • Bistolida owenii menkeana (Deshayes, 1863) (nomen dubium= anv o vezañ studiet ha gwelet evel faoz)

Daou isspesad all a zo bet renket e spesadoù nevez :

  • Bistolida owenii piae Lorenz & Chiapponi, 2005=Bistolida piae Lorenz & Chiapponi, 2005
  • Bistolida owenii vasta Schilder & Schilder, 1938 =Bistolida vastaSchilder & Schilder, 1938

Kregin brav ha ral a-walc'h eo an Bistolida owenii. Kavet e vezont e mervent ar meurvor Indez, e reter Afrika, er c'houral, etre an aod vev ha tro-dro 100 m donder an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 16 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm pe ramz, betek 20 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bistolida ursellus, Bistolida hirundo, Bistolida kieneri tri spesad all ar genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo e mervent ar Meurvor Indez, e reter Afrika.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=390536(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=390536(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)