Bistolida diauges
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor treuzwelus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida diauges (Melvill, 1888) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida diauges a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev etre ar Mor Ruz hag aod Reter ha su Afrika e Meurvor Indez etre an aod vev ha nebeut metroù donder an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Melvill, e 1888 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida diauges bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all :
- Cypraea diauges Melvill, 1888 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Blasicrura stolida diauges (Melvill, 1888) anv aet da get
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha boutin eo an Bistolida diauges. Kavet e vezont etre etre an aod vev en Afrika ar reter ha nebeut metroù donder en Afrika ar su, gant bezhin e tachennoù fankek.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 26 mm ha 34 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 19 mm pe ramz, betek 42 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bistolida stolida, Bistolida brevidentata daou spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo etre ar mor ruz hag aod Reter ha Su Afrika er meurvor Indez.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206095(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=527771(en)