Bistolida brevidentata
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida brevidentata (G. B. Sowerby II, 1870) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida brevidentata a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev etre Kornôg, Norzh ha Reter Aostralia etre an aod vev ha 40 m donder an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1870 dindan an anv genad Cypraea[2]. An anv brevidentata a dalv dent berr.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida brevidentata bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea brevidentata G. B. Sowerby II, 1870 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]3 isspesad a zo bet diskrivet :
- Bistolida brevidentata brevidentata G. B. Sowerby II, 1870 kavet e Kornôg Aostralia
- Bistolida brevidentata deceptor (Iredale, 1935) kavet e Norzh Aostralia
- Bistolida brevidentata fluctuans (Iredale, 1935) kavet e reter Aostralia[3]
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha divoutin eo an Bistolida brevidentata. Kavet e vezont etre an aod vev ha 40 m donder dindan reier ha bloc'hadoù koural.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 20 mm ha 24 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 15 mm pe ramz, betek 27 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bistolida stolida, Bistolida diauges daou spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo war aodoù Aostralia etre Kornôg, Norzh ha Reter Aostralia.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206095(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
- ↑ isspesadoù el Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=579210(en)