Bezen Al-Khansaa
Bezen Al-Khansaa (Arabeg: لواء الخنساء), a wechoù skrivet Al-Khanssaa a vez graet eus ur bezen doare polis ar vertuz d'an aozadur Stad Islamek krouet er bloavezh 2014. Ne gaver nemet merc'hed er bezen-se, ar pal a zo lakaat an dud dreist-holl ar vaouezed en tiriadoù perc'hennet gant ar Stad Islamek da sentiñ ouzh kodoù strizh an aozadur hervez o implij eus ar Charia, al lezenn islamek. Ar bezen a zo unan dibar er bed islamek dre ma vez an hini nemetañ renet ha savet gant merc'hed hepken. Ar polisoù ar vertuz el lec'hioù all a vez paotred nemetken eno.
Obererezhioù feuls a vez rebechet dar bezen evel jahinerez, lakaat tud d'ar marv.
Hervez mammennoù enebet d'ar Stad Islamek kement hag ez izili d'an aozadur gant ma vez difennet d'ar maouezed bleniañ, dougen armoù pe mont maez o ziez hep paotr, izili ar Bezen Al-Khansaa a zo aotret inti d'en ober pezh a vefe unan eus an abegoù da vont-tre ar bezen. Istimet e vez da 60 a niver a izili en aozadur, dreist-holl maouezed estrañjour d'ar vroioù Irak ha Siria.
Ret eo d'an izili touiñ lealded d'ar c'halif Abu Bakr al-Baghdadi evit dont-tre an aozadur.
Ur polis kuzh diguzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaes spontus eo gouzout piv a zo ezel eus an aozadur dre ar gwiskamant Burka a vez ganto memes hini evit ar maouezed all en tiriadoù dindan evezh ar stad Islamek. Abu Ibrahim Raqqawi, ezel eus an aozadur kelaouiñ Raqqa Is Being Slaughtered Silently, a zisklerie da VICE News:
The most difficult thing for us, is the Al-Khansa Brigade... I don't know who's from Al-Khansa and who isn't. So when I get out my cell phone and I am taking photos of the city I don't know if any of them are looking at me or not.
Izili brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Umm a talvez kement ha mamm
- Umm Hamza, Umm Farriss, Umm Anwar, penn an aozadur lesanvet "The Slaughterer"
- Aqsa Mahmood, lesanvet Umm Layth (20 vloaz eus ar Rouantelezh Unanet)
- Khadijah Dare (22 vloaz eus ar Rouantelezh Unanet)