Raqqa Is Being Slaughtered Silently

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel ar Stad Islamek

Raqqa Is Being Slaughtered Silently ("Emeur o trouklazhañ Raqqa en didrouz"), berraet gant ar stummoù RSS pe RBSS, a vez graet eus un aozadur kelaouiñ keodedour eo e bal diskouez feulster ar Stad Islamek e kêr Raqqa e norzh Siria.
Pennadurezhioù ar Stad Islamek a laka Raqqa da gêr-benn o c'halifelezh. RSS a glask diskouez anat n'emañ ket a-du poblañs kêr gant an djihadourien abaoe m'eo bet aloubet ; ouzhpenn-se e klask stourm a-enep propaganda ar Stad Islamek evit desach tud da zont e Raqqa da vevañ [1]. Deuet eo RBSS da vezañ unan eus an nebeudig mammennoù ar c'helaouiñ e Raqqa ha na vefent ket suj d'ar Stad Islamek. Pep ezel eus an aozadur kement hag o c'hamaladed, harperien pe gerent zo gwelet evel kablus a spierezh hervez an aozadur djihadour, ha kondaonet d'ar marv. D'an 22 a viz Even 2016 e tisklêrie RBSS bezañ kollet 14 ezel pe den tost d'al luskad.

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget eo ar c'helaouiñ gant 17 den e miz Ebrel 2014. Un ezel en deus kuitaet kêr Raqqa a zisklêir:

"After we launched the campaign and posted a lot of crucifixions and executions on the news and Facebook and Twitter, they made three Friday sermons about us, saying we are infidels and we're against Allah and "we'll catch them and we'll execute them." "We are 12 inside the city and four outside. Before the 12 inside the city were posting on Twitter and posting on Facebook, and talking to journalists, but it's very dangerous. So we decided to use a "secret room," and the people in the city post all the photos, the news, and everything, and the four that are out, we are posting it on the internet, Twitter, and Facebook, and talking to journalists. We hide behind fake names and we don't trust anyone, so we don't get captured."

Izili brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Abdalaziz Alhamza
  • Hussam Eesa
  • Abu Mohammed
  • Ibrahim Abdul Qader †
  • Al-Moutaz Bellah Ibrahim †
  • Ahmad Mohammed al-Mousa †
  • Naji Jerf †

Kolloù denel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zen zo bet lazhadeget gant ar Stad Islamek evit bezañ bet ezel pe tomm ouzh al luskad kelaouiñ RSS. [2]

  • Mae 2014, Al-Moutaz Bellah Ibrahim a voe skrapet ha lazhadeget.
  • Miz Gouhere 2015, ar Stad Islamek a embannas ur filmig propaganda a ziskouez daou zen staget ouzh gwez ha fuzuilhet. Ar Stad Islamek a embann e oant izili eus an RBSS, met unan eus krouerien al luskad a nac'h ar fed-se.
  • Hamoud al-Mousa, tad unan eus krouerien ar strollad, a zo bet lazhadeget e toull-bac'h ar Stad Islamek.
  • 30 a viz Here 2015, an ezel da RSS Ibrahim Abdul Qadir, 20 vloaz, hag e gamalad Fares Hamadi a voe adkavet toullgofet ha dibennet en Urfa, Turkia. Ar wech kentañ e oa gwelet tud lazhet gant ar Stad Islamek er-maez da zouaroù an djihadourien.
  • D'ar 16 a viz Kerzu 2015, tud kuzhet o dremm a lazhas Ahmad Mohammed al-Mousa, ezel eus RBSS, en ul leti en Idlib, Siria
  • Fin miz Kerzu 2015, Naji Jerf, filmer ar strollad, a voe lazhet e Gaziantep e Turkia gant ur bistolenn didrouz e-kreiz an deiz dres dirak ur savadur kelaouiñ. Ar Stad Islamek a embannas dre Dwitter e oant aozerien an taol.
  • D'an 22 a viz Even 2016, e-kerzh un atersadenn gant Sarah Montague war BBC HardTalk, un degemenner d'an RBSS Hussam Eesa a zisklêrias gant sikour un troer :

"When we chose to work together against Daesh, documenting its abuses, we understood there would be casualties. However, it's been worse than we expected. It is an inevitable price to be paid. So far we have lost 14 people – four group members and 10 friends and family members. Currently we have 18 inside Raqqa and 10 outside Raqqa."

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]