Beuvry

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kumunioù Frañs
Anv Beuvry
Skoed
Riez Frañs Frañs
Rannvro Hauts-de-France
Departamant Pas-de-Calais
Bro hengounel
Arondisamant Arondisamant Béthune
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération de l'Artois
Kanton Nœux-les-Mines
Kod INSEE 62126
Kod post 62660
Maer Nadine Lefebvre
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 16,85 km²
Led 50° 31' 14" Norzh
Hed 02° 40' 49" Reter
Uhelder kreiz 32 m
Uhelder bihanañ .. m
Uhelder brasañ .. m
Poblañs hep kontoù doubl 9 096 (2006)
Stankter 540 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Beuvry a zo ur gumun eus departamant ar Pas-de-Calais (Bro-C'hall).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed: roet eo bet ar mendalennoù Kroaz-brezel 1914-1918 ha Kroaz-brezel 1939-1945 da Beuvry.
  • Emgannoù a voe e dibenn miz Mae 1940. Difennet e voe Beuvry gant un nebeud Gallaoued ha Breizhveuriz. D'ar 24 ha 25 a viz Mae 1940, e voe drouklazhet annezidi ha repuidi deut eus Belgia, 67 en holl, gant an SSed e karter Le Quesnoy. Fuloret e voe an SSed dre ma voe dalc'het penn oute gant soudarded Bro-C'hall ha Breizh-Veur. An dorfedourion a oa soudarded eus an 3de Rann SS Totenkopf. C'hwec'h ezel eus ar Rezistañs FTPF eus Beuvry a voe lazhet en emgannoù pe fuzuilhet gant an Alamaned. Pemzek gwaz eus ar gumun a varvas er c'hampoù-bac'h[1].
  • Kendeuzet e oa bet kumunioù Beuvry[2] ha Béthune e 1993. Diwar goulenn keodediz Beuvry eo bet distaget an div gumun e 1997 en-dro.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù milourel ar C'hommonwealth[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Indez 5
Kanada 7
Rouantelezh-Unanet 57
Hollad 69

Marvet int e-pad ar Brezel-bed kentañ. Implijet eo bet adalek miz Du 1914 betek miz Eost 1916. Digoret e voe an astenn e miz Meurzh 1916; implijet e voe betek miz Here 1918. Goude an arsav-brezel e voe degaset bezioù eus an tachennoù-emgann eus bro Béthune. Er vered emañ bez ar "Private" J. Archibald, 17th Bn. Royal Scots, fuzuilhet d'ar 4 a viz Even 1916 evit bout dizertet[3].

Bered ar C'hommonwealth: Gorre British and Indian Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 2
Alamagn 8
Aostralia 1
Bro-C'hall 1
Indez 96
Rouantelezh-Unanet 830
Hollad 938

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Al lodenn indian a voe digoret en diskar-amzer 1914 ha serret e miz Here 1915, pa voe kuitaet Frañs gant ar C'horf Indian. Dalc'het e voe d'ober gant ar vered betek miz Ebrel 1918. Ar 55th (West Lancashire) Division a zalc'he an talbenn a-raok hag e-pad tagadenn alaman an nevez-amzer: implijout a reas al lodennoù V ha VI. Diwezhatoc'h e voe degaset un nebeud bezioù eus Gorre ha "Mesplaux Farm", e-tal Locon[4].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs 1793-2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Club d'Histoire de Beuvry
  2. Pages 14-18
  3. WWI Cemeteries
  4. WWI Cemeteries