Bessie Coleman

Eus Wikipedia
Bessie Coleman

War he breved FAI, 15/06/1921
Ganedigezh Elizabeth Coleman
26 Genver 1892
Atlanta
Texas Texas
Marv 30 Ebrel 1926
Jacksonville
Florida Florida
Broadelezh  Stadunanat

Micher Levierez

Breved 15 Even 1921

Lesanvioù Brave Bessie
Queen Bess

Internet www.bessiecoleman.org

Elizabeth Bessie Coleman, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1892 en Atlanta (Texas) hag aet da Anaon d'an 30 a viz Ebrel 1926 e Jacksonville (Florida), a oa un nijerez stadunanat. Bez' e voe ar c'hentañ maouez a ziagentiezh afrikan hag amerindian o tapout he breved levierez en SUA ha digant ar Fédération Aéronautique Internationale, e 1921.
Ret e oa bet dezhi talañ ouzh diforc'hidigezh ar re Zu ha gwallziforc'h ar merc'hed en SUA e deroù an XXvet kantved, met brud a c'hounezas dre he ampartiz ha buan e voe ur skouer evit ar merc'hed hag ar re Zu en he bro, pa oa he bezañs en oabl ur flac'had da stereotipoù ar mare.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dekvet eus trizek bugel George Coleman, ur merer a ziagentiezh cherokee hag afrikan, hag e wreg Susan, a oa a ziagentiezh afrikan, e oa Bessie Coleman. E 1894, daou vloaz goude he ganedigezh, e tilojas he zud eus Atlanta, nepell diouzh an harzoù gant Arkansas, da Waxahachie, ur 300 km bennak pelloc'h er mervent ha 35 km er su da Zallas ; eno e soñje da George ha Susan kavout aesoc'h buhez en ur gêr hag a veve diwar ar c'hoton. Un dachenn 100 a brenjont e rann ar re Zu, ma lakajont sevel un ti bihan. Pan eas Bessie d'ar skol da 6 vloaz e voe kavet e oa speredek ha barrek-kenañ war ar matematikoù.
E 1901, pa oa Bessie 9 bloaz, e voe mennet he zad da zistreiñ da Oklahoma (anvet Indian Territory er mare-se) abalamour ma oa aet og gant an diforc'hidigezh hag a rene e Waxahachie evel e Texas dre vras ; pa nac'has e wreg mont d'e heul e kuitaas an tiegezh. Goude disparti o zad ez eas kuit breudeur goshañ Bessie ivez ha Susan en em gavas gant ar peder flac'h yaouankañ, Bessie o vezañ an henañ. Labour a gavas ar vamm, ha Bessie a reas war-dro he c'hoarezed hag an ti. Bep bloaz e veze torret standur Bessie – skol, labour en ti, an iliz – gant eost ar c'hoton. Pep den a oa rekis, setu e laboure an tiegezh Coleman a-bezh er parkeier.

Da 12 vloaz e voe degemeret Bessie e skolaj ar Missionary Baptist Church, ma tremenas an eizh live e c'hwec'h vloaz. Goude-se, da 18 vloaz e 1910, e tastumas he boujedenn hag ez eas da Langston (Oklahoma) da studiañ er skol-veur evit ar re Zu anvet Colored Agricultural and Normal University, nepell diouzh Oklahoma City. Ur bloaz hepken e studias avat, pa voe ret dezhi distreiñ da Waxahachie dre ziouer a arc'hant. Eno e adstagas gant he buhez kent hag e voe gopret evel kannerez.

E 1915, pa fellas dezhi bevañ ur vuhez all, ez eas kuit da Chicago davet he breudeur Walter ha John ; ganto e vevas en ur glask labour e karter ar re Zu. Buan e troas da genedourez e meur a stal ha ker buan all e voe unan eus lennerezed aketus The Chicago Defender, ur sizhunieg evit al lennerien zu pergen bet diazezet gant Robert S. Abbott (18701940) e 1905 evit difenn o gwirioù[1].
Tri bloaz goude, e 1918, e teuas Susan hag he zeir merc'h all da vevañ e Chicago ivez. E 1919 e tistroas Walter ha John eus Bro-C'hall m'o devoa servijet er Brezel-bed kentañ ; er bloaz-se end-eeun, adalek ar 27 a viz Gouere betek an 3 a viz Eost e voe ar gwashañ kabaduilh enep ar re Zu e kêr, The Chicago Race Riot of 1919 (Kabaduilh gouennelour Chicago 1919). Pa glevas digant he breudeur e oa merc'hed gall o leviañ nijerezed e tivizas Bessie mont war ar vicher ivez.

Levierez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breved FAI Bessie Coleman
Gant he nijerez (1922)

Ne c'hallas ket Bessie Coleman kavout den pe zen a-du da gelenn a leviañ dezhi, abalamour d'he liv ha d'he reizh. Robert Abbott he alias da vont da Vro-C'hall ; goude bezañ dastumet trawalc'h a arc'hant, kemeret kentelioù galleg e ti Berlitz a-drugarez da R. Abbott ha d'ur banker, ha bet ur paseporzh warnañ vizaoù gall ha breizhveuriat ez eas Bessie kuit da Europa e miz Du 1920. Eno e heulias kentelioù e skol ar vreudeur Caudron e Le Crotoy (Somme) ; dek mizvezh e pade ar stummadur met e seizh hepken e teskas Bessie leviañ un nijerez Nieuport 82[2], gant embregadoù ouesk a-walc'h : treiñ krenn, troellañ hag ober loopings (tresañ kelc'hioù a-serzh en oabl).
D'ar 15 a viz Even 1921 e resevas he breved digant ar Fédération Aéronautique Internationale, ar pezh a roe aotre dezhi da nijal er bed a-bezh. Goude-se e chomas e Le Crotoy e-pad tri miz evit en em varrekaat.

D'ar 16 a viz Gwengolo 1921 e lestras war-du New York. Souezhet-bras e voe pa voe degemeret en SUA gant kalz pennadoù er c'hazetennoù. Tro a oa dezhi da c'hounez arc'hant dre leviañ e sirkoù-nij met ret e oa bezañ barrekoc'h eget live ar breved, setu e tistroas da Vro-C'hall e miz C'hwevrer 1922. Eno e kemeras kentelioù ouzhpenn en Nieuport ; e-kerzh he chomadenn e weladennas labouradegoù njerezioù en Alamagn hag en Izelvroioù a-raok distreiñ da SUA e miz Eost.
Diouzhtu e lakaas Bessie en he fenn sevel ur skol-leviañ evit ar re Zu. Peogwir e oa o kregiñ gant ar vicher en SUA e reas bruderezh evit desachañ tud prest da baeañ evit sellout outi o nijal : dre he unwisk damvilourel hag e frezegennoù helavar e teuas a-benn da gavout he lec'h e metoù an nijerezh : un teulfilm digomz diwar he fenn a zeuas er-maez e miz Eost 1922[3] Er bloaz-se ivez e tiskouezas he barregezh evit ar wech kentañ e nijva Checkerboard e Chicago.[4]. D'an 3 a viz Gwengolo 1923 e kemeras perzh en he nijadeg kentañ er-maez eus he bro, sponsoret gant The Chicago Defender e Curtiss Field e-kichen New York City. Nijadegoù all a voe dre ar vro, evel e Chicago ha Memphis (Tennessee) ; e miz Mezheven 1925 e voe he nijadenn gentañ e Texas, e Houston.

Bepred gant ar soñj sevel ur skol ez eas da Galifornia da c'hounez arc'hant a-benn prenañ he nijerez dezhi, e prenas an ardivink hag en e dorras a-raok distreiñ da Chicago. E-pad daou vloaz e nijas hag e prezegas e Texas. E Dallas e roas arrezoù e-skeud prenañ un nijerez Curtiss JN-4. Goude un distro berr da Chicago e roas ur stirad prezegennoù e salioù evit ar re Zu e Georgia hag e Florida ; er Stad diwezhañ-se e tigoras ur stal gened en Orlando evit ponneraat he yalc'h.
Dre amprestiñ nijerezioù e kendalc'has da gemer perzh e nijadegoù, hag e harzlammas ivez a-wechoù. Bewech e nac'he nijal mar beze gwallziforc'het an arvesterien, ha ret e veze staliañ un enkerzh hepken evit an holl dud. Gant harp un nevidour e c'hallas paeañ ar peurrest eus ar JN-4 e Dallas ha kaset e voe an ardivink betek Jacksonville e Florida, ma oa Bessie da nijal d'ar 1añ a viz Mae 1926.
E dibenn miz Ebrel ez erruas e Jacksonville. D'an 30 e pignas war bourzh ar JN-4 leviet gant ur mekanikour evit un nijadenn-arnod ; e-kerzh an nijadenn ez eas un dra bennak a-dreuz gant an ardivink, al levier a reas ur fazi hag a gollas ar reoladur, ha Bessie a voe strinket a-ziwar he c'hador meur a gantad metroù a-us an douar.

Pemp mil a dud a voe en oferenn en Orlando a-raok ma voe kaset ar c'horf da Chicago. Dek mil a dud a zibunas eno dirak an arched, ha miliadoù ouzhpenn a voe en obidoù al levierez.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant an nijer du William J. Powell (18971942) e voe diazezet e 1929 ar Bessie Coleman Aero Club, ar rouedad skolioù-leviañ a oa bet hunvre Elizabeth. Da heul kement-se e voe meur a nijer Afrikan-Amerikan brudet, evel The Flying Hobos (James Herman Banning hag e vekanikour Thomas C. Allen) hag a dreuzas SUA eus Los Angeles da Long Island e 1932[5].
  • 1931 : staliet e voe un nijadeg vloaziek en enor da Vessie Coleman gant ar Challenger Pilots' Association e Chicago, ur strollad nijerien afro-amerikan hag a lakaas ivez sevel un nijva evit ar re Zu e Robbins, Illinois[6].
  • 1973 : krouet e voe an NAI, Negro Airmen International, Inc..
  • 1977 : levierezed afro-amerikan bro Chicago a ziazezas ar Bessie Coleman Aviators Club ; bep bloaz, d'an 30 a viz Ebrel, e nijont kevret gant ar Challenger Pilots' Association hag NAI da strewiñ bleunioù war bez Bessie Coleman[7].
  • 1990 : an anv Bessie Coleman Drive a voe roet gant maer Chicago d'ar vali a zo dirak termenva an aerborzh etrebroadel[8] ; heñvel a voe graet en aerborzhioù Oakland (Kalifornia)[9], Tampa (Florida)[10] ha Frankfurt (Alamagn)[11] ; hentoù all zo bet anvet Bessie Coleman e Nisa, Pariz, Poitiers ha Waxahachie.
  • 1993 : ur rann eus Levraoueg-kêr Chicago a voe anv en enor da Vessie Coleman[12].
  • 1995 : an U.S. Postal Service a embannas un timbr en enor da Vessie Coleman en dastumad Back Heritage[13].
  • 2001 : degemeret e voe Bessie en National Women's Hall of Fame[14].
  • 2006 : degemeret e voe en National Aviation Hall of Fame[15].
  • 2013 : d'an niv. 14 diwar 51 Heroes of Aviation e voe lakaet gant ar gelaouenn Flying[16].
  • 2014 : degemeret e voe en International Air & Space Hall of Fame e San Diego (Kalifornia)[17].
  • 2015 : ur straed en Orlando a voe adanvet en he enor[18].
  • 2018 : Bessie Coleman – Première aviatrice noire, teulfilm gallek sevenet gant Olivier Sarrazin[19].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) RICH, Doris L. : Queen Bess – Daredevil Aviator, Smithsonian, 1993 (ISBN 978-1-56098-265-4)
  • (en) HART, Philip S. : Up in the Air: The Story of Bessie Coleman, Carolrhoda Books, 1996 (ISBN 978-0-87614-949-2)
  • (en) SPREKELMEYER, Linda : These We Honor – The International Aerospace Hall of Fame, San Diego Air & Space Museum, 2006 (ISBN 978-1-57864-397-4)
  • (en) BROADNAX, Samuel L., : Blue Skies, Black Wings – African American Pioneers of Aviation, Praeger, 2007 (ISBN 978-0-275-99195-1)
  • (en) HARDESTY, Von : Black Wings – Courageous Stories of African Americans in Aviation and Space History, Smithsonian, 2008 (ISBN 978-0-06-126138-1)
  • (en) GANSON, Barbara : Texas Takes Wings – A Century of Flight in the Lone Star State, University of Texas Press, 2014 (ISBN 978-0-292-75408-9)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Newspapers. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. Un Nieuport 17 gant ur c'heflusker tro e oa an Nieuport 82.
  3. (en)  ; filmoù all diwar-benn Bessie Coleman zo listennet en IMDb.
  4. Chicago Midway International Airport (MDW) hiziv.
  5. (en) Pioneers of Flight. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) Pioneers of Flight. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  7. (en) Encyclopedia.com. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  8. (en) Chicago O'Hare International Airport (ORD). Kavet : 24 Mezheven 2019.
  9. (en) (OAK). Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (TPA). Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. (FRA). Kavet : 24 Mezheven 2019.
  12. (en) Chicago Public Library. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  13. (en) U.S. Stamp Gallery. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  14. (en) National Women's Hall of Fame. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  15. (en) The National Aviation Hall of Fame. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  16. (en) Flying Gouere 2013, p. 40. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  17. (en) San Diego Air & Space Museum. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  18. (en) Orange County Government, Florida. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  19. (fr) Harmattan TV. Kavet : 24 Mezheven 2019.