Bertègn Galèzz
Bertègn Galèzz, bet Bertaèyn Galeizz, a zo ur gevredigezh sevenadurel vreizhat he deus da bal broudañ ha ledañ anaoudegezh ar gallaoueg e-touesk an dud. Krouet e 1976 gant an anv Amis du Parler Gallo, e teu da vezañ Bretagne Gallèse e 1983 ha da c'houde Bertaèyn Galeizz. Arouezius eo ar c'hemm anv-se eus ledanadur palioù ar gevredigezh a dremen eus an dastum da dalvoudekadur ar gallaoueg. E 1978 e oa bet krouet kazetenn ar gevredigezh, Le Lian (anvet Le Liaun da c'houde). Goude meur a vloavezh e oa bet paouezet da embann ar gazetenn e stumm paper er bloavezhioù 2000. E 2009 e oa bet adlañset ar gazetenn, dindan ur stumm elektronek an taol-mañ. E Roazhon emañ sez ar gevredigezh.
Ezel eo Bertaèyn Galeizz eus Kuzul sevenadurel Breizh, Défense et Promotion des Langues d’Oïl pe c'hoazh Skeudenn Bro Roazhon...
Obererezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur greizenn diellaouiñ vras war ar gallaoueg ha sevenadur "Bro-C'halloù" zo bet savet gant ar gevredigezh. Kavout a reer eno un diaz roadennoù dre urzhiataer enni muioc'h eget 100 000 pennger diwar-benn glad yezhel Breizh-Uhel.
Ul labour kelaouiñ an dud diwar-benn ar gallaoueg a vez graet gant Bertaèyn Galeizz, aozet e vez da skouer abadennoù e lec'h ma vez implijet ar yezh-se evit eskemm ha titouriñ an dud. Meur a zarvoud diwar-benn ar gallaoueg, en o zouez ar festival Mill Góll (Mille Goules) e miz Gwengolo war plasenn ar parlamant e Roazhon, a vez aozet gant Bertaèyn Galeizz, sonadegoù, abadennoù pe divizoù a zo. Gant Bertaèyn Galeizz 22 e vez aozet Le gallo en scène er Pentevr, un doare eo evito da ziskouez pouez ar yezh e sevenadur bro Lambal.
Aozañ a reont kentelioù ha stalioù-labour war ar yezh pe c'hoazh deskoniadurioù pe stajoù. Tro o devez an nevez-c'hallaouegerien da selaou tud a gomz a-vihanik e-pad ar Ramilhaéy de Mots (dastumad gerioù) e-lec'h ma komzer eus un tem eus ar vuhez pemdeziek.
Kaset e vez da benn ul labour evit ma vefe anavezet ar gallaoueg gant an ensavadurioù publik hag evit gwir an dud da implijout ar gallaoueg mar fell dezho. Ur c'henlabour a vez etre ar strollegezhioù lec'hel (rannvro, departamantoù, tiez-kêr...) ha Bertaèyn Galeizz evit lakaat e pleustr ur politikerezh a-fed yezh ha sevenadur.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |