Berregezh an dour-tan e Frañs e 2016

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Izili ar CGt e Marsilia o vanifestiñ a-enep lezenn al labour

Berregezh an dour-tan 2016 er Frañs a vez graet eus un disoc'h d'ar stourm kaset da benn gant ar CGT a-enep al lezenn El Khomri. Dre ma felle d'ar CGT bezañ klevet en e stourm a-enep lezenn al labour gant gouarnamant ar Frañs e oa savet ar soñj da mougañ dezougen an dour-tan er Frañs. Buan a-walc'h eo kroget ar berregezh dre meur a abeg ouzhpenn d'an hini pennañ harz-labour ha stankoù ar mirlec'hioù gant ar sindikad.

Aergelc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur vezañ o koll tachenn e bed ar sindikadoù, ar CGT, a vez rediet da stourm kreñv evit adpakañ lañs war ar CFDT. Ouzhpenn da-se susit Thierry Lepaon prezidant ar c'hengevrad, hag a oa bet rediet da reiñ e zilez d'ar 7 a viz Ebrel 2015, en deus bet roet lam d'al luskad adreizher. Ar prezidant nevez Philippe Martinez a vez rediet da vont gant hent ar stourm kreñv evit diskouezh n'emañ ket o heuilañ un hent adrezher met un hent mod kozh.[1]

Aergelc'h ekonomikel ar Frañs n'eo ket unan a zoare gant ar grizenn ekonomikel ha sifr an dilabour. An embregerezhioù bihan doare PME a zo en arvar evit ul lod bras anezho.

Goude Gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz, d'an 19 a viz Du 2015, ez eus bet lakaet e-plas ar Stad a reuziad. an nerzhioù polis, lu, a zo bet implijet kalz muioc'h evit ma vez gant un aergelc'h sioul er vro skuizh eo o izili.

Kib an Euro 2016 a grogo d'an 10 a viz Even 2016 [2], aon bras a vez gant an aozerien e vefe stanket ar vro pe e vefe fallaet stad ar gevredigezh, gant feulster o redek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lezenn al labour pe lezenn El Khomri (adal anv ministr al labour) kinniget er bloavezh 2016 a laka en arvar pouez ar sindikadoù e bed al labour. An artikl 2 o reiñ an tu da sevel feur-emglevioù en embregerezhioù etre ar pennoù hag an implijidi, e-serr kaout emglevioù dre skourr labour gant asant lezennel ar sindikadoù a lak 'maez ar jeu ar sindikadoù, ar CGT e-penn. Gant implij feur-emglevioù en embregerezhioù, gant votadegoù an implijidi, ar feur-emglevioù se na vefent da vezañ enebet gant ur sindikad ur wech lakaet e-plas nemetken. An aon bras a vez gant ar CGT a zo rak ma vefe ezhomm eus ur sindikad a-benn gwellaat ar marc'hata etre ar pennoù bras hag an implijidi, e vefe goulennet gant ar CFDT ur sindikad siouloc'h evit goulenn e sikour. [3].

Kroget eo an traoù gant implij lezenn ar 49.3 gant Manuel Valls evit lakaat ar mennad lezenn da dremen hep kaout asant ar parlamant gall. Kresk an enbadurioù d'al lezenn a zo bet war washaat, ar CGT evel an eneberien all a glaske neuze doareoù nevez da vezañ klevet hag efedusoc'h. E-penn kentañ ne oa ket goulennet nemetken da reiñ lam d'an artikl 2 el lezenn gant ar c'hengevrad. Gant an amzer o vont ez eo bremañ ur goulenn ma vefe roet lam d'al lezenn en he fezh a vez graet a-benn bremañ. Ar stourm kaset da benn gant ar CGT a zo deuet da vezañ unan a-enep gournamant François Hollande. Holl nerzhioù ar sindikad a vez lakaet en emgann. Anatoc'h-anatañ eo e vez dazont ar CGT hag a zo e-kreizh ar stourm a-enep al lezenn El Khomri

Ar berregezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berregezh an dour-tan a zo kroget buan goude ma vefe bet izili ar CGT o kregiñ gant an doare stourm-se.

Purerezh Donges e bro an Naoned ehanet abaoe an 23 a viz Mae 2016

Da gentañ e oa bet stanket ar mirlec'hioù dour-tan evel en Oriant pe hini Verne sur seiche tal kichen Roazhon. Goude-se e oa kroget gant stankañ hag ehanañ ar purerezhioù, pa erruas ar bazenn-se e oa kroget gant ar gouarnamant da implij an nerzh evit distankañ ar mirlec'hioù.

Disfi bras a zo gant poblañs ar Frañs diouzh ar gouarnamant, ne ra forzh ar gemennadennoù o tiskleriañ ez eo mat an dezougen dour-tan ha n'eo ket speredek da vont d'ur red d'an dour-tan, an dud a ya memestra da bakañ danvez. Gwashaat a ra c'hoazh kudenn ar berregezh dour-tan hag ur sin eo eus un disfi diouzh ar gouarnamant ha diouzh ar galloud bolitikel.

Respontoù ar gouarnamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gouarnamant gall a zo tapet mat gant ar stourm tro-dro d'an dour-tan. Evit chom hep gwelet stad ar vro o vont war fallaat e vez implijet an nerzhioù polis pe CRS a-enep izili an harzioù-labour tro-dro d'al lec'hioù dezougen dour-tan.

Ouzhpenn da-se e vez kroget gant implij ar berniadoù strategel dour-tan evit ma ne chomfe ket bout muioc'h c'hoazh ar gevredigezh. D'ar 25/05/2016 e oa bet lonket tri devezh eus ar berniadoù strategel war 105 hervez ministr an dezougen gall. Ur gudenn a-sav da geñver ar sifroù lakaet war-raok gant ar gouanrmant gall a-fed miroù gwir ar berniadoù strategiel: pa vez embannet 105 un deiz e vez embannet 90 er memes devezh [4]

Respontoù ar CGT[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreizenn nukleel Nogent-sur-Seine ehanet d'ar 25 a viz Mae 2016

En ur welet e veze implijet an nerzh gant ar gouarnamant evit talañ ouzh ar berregezh dour-tan ez eo bet ouzhpennet ur stankañ ar porzhioù hag harzioù-labour er greizennoù nukleel. Kreizenn nukleel Nogent-sur-Seine a vo ehanet d'ar 25 a viz Mae 2016.[5]

Disoc'hoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'hoù a-bep seurt a vez o tont war-wel dre ar berregezh-se:

  • Ar gouarnamant a zo tapet berr hag a glask adlkaat an dezougen dour-tan hag eoul-maen war-raok dre implij an nerzh.
  • Ar boblañs a zo pennfolet hag a red evit pakañ dour-tan ar pezh a lak gwasoc'h c'hoazh an aergelc'h ar berregezh
  • Ar CGT hag ar gouarnamant gall a zo stanket en ur stourm evit pep hini ez eo e dazont hag a zo e-kreizh ar jeu
  • Da geñver bed an ekonomiezh e krog an embregerezhioù bihan ha dreist-holl re an dezougen pakadoù en arvar dre ma oant drastet dija gant ar grizenn ekonomikel
  • An embregerezh Total a lak war-wel ne lakao ket mui monezih evit neveshaat ar purerezhioù er blovezh 2016-2017

Tro-dro d'ar berregezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Er bloavezh 2010 pa oa bet ur berregezh dour-tan evit stourm a-enep al lezennoù war al leveoù e oa savet a-du Manuel Valls gant an doare d'ober-se "Hiziv, pleg ar stankañ a zo un anata eus pep tremenadenn dre an nerzh, , ar vank a eskemm sokial en un demokratelezh modern, a zegas etrezek stadoù evel an hini a anavezomp." [6]


Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]