Mont d’an endalc’had

Bered Landreger

Eus Wikipedia
Ar c'harter alaman

En XIXvet kantved e voe krouet bered Landreger el lec'h end-eeun m'edo gwechall ar chapel Sant-Fiakr, e kreiz kêr, a-dreñv an iliz-veur. E 1850 e voe kleuzet ar bezioù koshañ. Jean-Michel Huon en deus kontet deomp diwar-benn ar c’halvar a zo e kreiz ar vered ; seul dostoc'h d'ar pourpez e vezed douaret, seul welloc'h e oa, setu perak eo douaret an dud pouezusañ tost d'ar c’halvar ; ar bezioù zo lec'hiet e-keñver ar renkoù sokial, ar re vravañ o vezañ re ar vourc’hizien alies peogwir o deus arc’hant evit ober war o zro. Ker e koust bezañ douaret er vered-mañ peogwir eo brudet hag dreist-holl lec'hiet mat, e kreiz-kêr.

Ouzhpenn da se, ur gwir levr istor eo bered Landreger : e-dro 900 bez zo en holl, ar re goshañ zo eno da beurbadout. En o zouesk ez eus tudoù brudet pe a bouez evel ar politiker Gustave de Kerguezec (1868-1955), a voe maer Landreger adalek 1919 betek 1953 ha kadoriad an departamant (1920-1931) ha senedour an departamant (1921-1939) ; merket en deus diorroadur sevenadurel kêr Landreger. Kalz mezeien zo ivez, evel ar familh Dieuleveult hag Yves Villeneuve a oa un ofiser yec’hed a lakaas 12 000 bugel er bed ; perzh a gemeras er stourm a-enep ar vrec'h ivez.

E bered Landreger emañ marvgav familh Anatol ar Braz, en enor d'ar gwallzarvoud a c'hoarvezas d'an 28 a viz Eost 1901 e Bae an Infern a-vaez da Blougouskant : ur vag ac'h eas d'ar strad, 13 moraer diwar 17 a varvas, 11 anezho a oa eus kerent da Anatol ar Braz (e dad, e lezvamm, peder merc'h e lezvamm, e vab-kaer, e vab, he c'hoar hag e gwreg).

Dibar eo ar vered-se peogwir ez eus ur c'harter alaman enni. E-pad ar Brezel-bed kentañ e veze kaset ar soudarded alaman gloazet da ospital Landreger, ma varvas lod enzho. Evel-just, ar C'hallaoued ne felle ket dezho e vefe douaret korfoù an Alamaned war douar o bro, neuze e voent douaret gant Alamaned yaouank e-kerzh dalc’hidigezh anEil Brezel-bed. Tri bez alaman ha pevar-ugent zo en holl ; kroazioù koad a oa warno er penn-kentañ, a zo bet tennet ha lakaet reoù maen en o lec'h, warno anvioù ar soudarded.

Ur soudard aljerian zo douaret er vered, ur c'hresk-loar muzulmat zo ouzh e vez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]