Mont d’an endalc’had

Beorhtric Wessex

Eus Wikipedia

Beorhtric Wessex (m. 802) a voe roue Wessex eus 786 betek e varv.

E 786 e voe lazhet Cynewulf gant Cyneheard, breur ar roue kozh Sigeberht. Harpet e voe Beorhtic a-enep Egbert gant Offa, roue Mercia. N'eo ket sklaer perak e oa bet emellet Offa e politikerezh diabarzh Wessex met gallout a reer soñjal e felle dezhañ levezoniñ Wessex ha difenn aotrouniezh Mercia. Ouzhpenn-se e oa Egbert un diskennad an tierniezh Gentat o-doa emsavet unan eus hec'h izili Kent a-enep mestroniezh Mercia e 776.

Sujet da Offa e oa Beorhtic war a seblant. Gantañ e aozas Sinod Chelsea e 787 hag gant unan eus e verc'hed, Eadburh, e voe dimezet. Tirioù war an harzioù etre Mercia ha Wessex a voe melestroniet gant Mercia ha moneiz kognet gant Offa a rae tud Wessex ganti.

E-pad ren Beorhtic e c'hoarvezas an argasadegoù viking kentañ. E 789 e tilestrjont e Dorset, e kichen Enez Portland ma lazhjont un den-e-karg.

Goude marv Offa, e 796, e c'hounezas Beorhtic un nebeud muioc'h emrennigezh met ne badas ket an dra-se hag e 799 e voe sujet da erlec'hier Offa Coenwulf.


En e raok:
Cynewulf Wessex
Roue Wessex
thum)
War e lerc'h:
Egbert Wessex