Æðelred Iañ Wessex

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Æðelred I Wessex)

Æðelred I(c. 840 – 23 Ebrel 871) a oa pevare mab Ethelwulf Wessex ha breur kozh Alfred Meur. Roue Bro-Saoz e oa Æðelred marteze, met n'eo ket sklaer hag-eñ e tellez an titl rak en amzer-se e oa disrannet Bro-Saoz e meur a rouantelezh, ha ne oa ket anavezet gant un darn anezho.

Da roue Wessex ha Kent ez eas goude marv e vreur Ethelbert III e 865. Dimezet e oa bet gant Wulfrdida ha daou vab en-doe. E-pad darn vras e ren e stourmas ouzh an Daniz o doa aloubet bro-Saoz. D'ar 4 a viz Genver 871 e voe faezhet ganto en Emgann Reading. Gouestl e voe da adstrollañ ul lu, avat, hag un trec'h bras a c'hounezas en Emgann Ashdown. Ne voe ket a-walc'h da aretiñ ar Vikinged, avat ha faezhet e voe en Emgann Basing ha lazhet d'an 23 a viz ebrel 871 en Emgann Merton


En e raok:
Æthelberht Wessex
Roue Wessex
thum)
War e lerc'h:
Alfred Veur