Mont d’an endalc’had

Bengaluru

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bengalourou)
ಬೆಂಗಳೂರು
Bengaluru

Lec'hiadur Bengaluru
Riez India
Stad Karnataka
Rannvro (distrikt) Bangalore Urban
Maerez Mumtaz Begum
Uhelder 920 m
Gorread 1280 km²
Hed 77.56° R
Led 12.97° N
Poblañs 6.158.677 (2006)
Stankter 2,978.6/km²
Kod post 560 0xx
Kod pellgomz (+91 (0)80

Bengaluru (stumm ofisiel abaoe 2014[1]), pe Bangalore (hervez ar stumm saoznekaet) (kannadeg: ಬೆಂಗಳೂರು /'beŋgaɭuːru/) eo kêr-benn Karnataka, unan eus stadoù Republik India. Lec'hiet eo war bladenn Mysore. Savet eo bet tamm-ha-tamm en-dro d'ur c'hastell pri lakaet en e sav e 1537. Ur sez melestradurel eo ar gêr evit ar Saozon adalek 1831. E-pad ar British Raj - marevezh beli an Impalaeriezh saoz - e teu Tamilidi, Telougouidi ha tud eus hanternoz ledenez Indez di a-benn labourat ha diorren evel-se aozadurioù ar soudarded saoz. E 1881 eo dilezet kêr gant ar re-mañ da Vaharaja Mysore.

Adalek 1947, pa zeu ar vro da vezañ dizalc'h, e krog Bengaluru da vezañ ur greizenn c'hreantel troet war an houarnerezh, ar mekanikerezh, ar gimiezh evit degas danvezioù d'an arme ha da industriezh an egor.

Klouaroc'h eo an hin eno evit m'eo er c'hêrioù all eus India, ar pezh en deus sachet kalzik a dud da vont da chom di. Tolpad kêrioù Bengaluru a vod 6,1 milion a dud ennañ hiriv an deiz, a-hervez. Dre-se eo unan eus pobletañ lec'h India : en trede plas emañ evit pezh a sell ouzh ar c'hêrioù, er pempvet evit an tolpadoù-kêrioù.

Berzh an embregerezhioù o labourat war dachenn an teknologiezhioù blein, goude ma oa bet frankaet an ekonomiezh er vro, en deus lakaet teknologiezh ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ da ziorren a-grenn. Anavezet eo Bengaluru evit bezañ ur seurt Silicon Valley mod India.

Kavout a reer skolioù-meur ha skolioù-uhel lufrus e Bengaluru. A-fed live deskadurezh eo ar gêr-se en eil renk en India. Daoust da-se o deus hec'h annezidi da stourm ouzh kudennoù a gaver e penngêrioù ar "broioù o tiorren", en o zouesk ar saotradur, an hentoù stanket, an torfedoù niverus.

Ar gêr a zo bet anavezet dre ar bed gant hec'h anv saoznekaet Bangalore. Koulskoude eo un anv kannadek (ಬೆಂಗಳೂರು /'beŋgaɭuːru/).

  • Setu an displegadenn hengounel a gaver evit kompren e orin : aet e oa ar roue Ballala, eus ar Riez Hoysala, da chaseal ha kollet en doa e hent er c'hoadoù. Aet skuizh an den ha foeltret gant an naon en dijet graet anaouedegezh gant ur paour kaezh maouez a roas dezhañ an tamm boued nemetañ a chome ganti. Gras dezhi, e tivizas ar roue ober "bende kaalu ooru" eus ar gêr, ar pezh a dalvez kement a "kêr ar fav berv" e kannadeg, rak setu ar pezh en dije bet d'e bred gant ar wrac'h kozh. Ha diveret e vefe an anv kannadek Bengalūru eus an droienn-se, a-hervez.
  • Koulskoude e tiskouez splann an istorourien e oa eus ar gêr-se, anvet evel-se dija, a-raok mare ar roue Ballala. Koshañ meneg an anv-se a gaver testeniekaet en IXvet kantved, da vare Riez Ganga, en un enskrivadur kizellet er maen, ur veera kallu, da lâret eo ur roc'h m'eo bet enkrivet warni pozioù o reiñ mel d'ur brezelour ha d'e berzhioù mat. An enskrivadur-se a zo bet kavet e Begur, hag a ro da anaout ez eus bet un emgann e Bengalūru. Sed ar pezh a zo bet embannet gant ar gazetenn The Hindu war an afer-se n'eus ket pell zo :

An inscription, dating back to 890 CE, shows Bangalore is over 1,000 years old. But it stands neglected at the Parvathi Nageshwara Temple in Begur near the city...(w)ritten in hale Kannada (old Kannada) of the 9th Century, the epigraph refers to a Bengaluru war in 890 CE in which Buttanachetty, a servant of Nagatta, died. Though this has been recorded by historian R. Narasimhachar in his Epigraphia of Carnatica (Vol. 10 supplementary), no efforts have been made to preserve it. (Inscription reveals Bangalore is over 1,000 years old". The Hindu, 2006, The Hindu Group, d'an 20 a viz Eost 2004)

  • Hervez tud all e teu an anv-se diwar un anv-plant kentoc'h, ar gwez anvet Benga e saozneg pe (Ven-kai), brudet dre un anv all : Indian Kino Tree, da lâret eo Pterocarpus marsupium.
  • An elfenn istorel a zo diazezet mat eo ar fed en deus savet an aotrou dalc'hel Kempe Gowda I (1513-1569), ur c'hastell pri eno e 1537. Ar savadur-se a zo e-lec'h m'emañ kalon ar gêr a anavezomp hiriv.
  • E 2005 eo bet divizet gant gouarnamant Stad Karnataka reizhañ anv e gêr-benn d'ober gant ar stumm kannadek, Bengalūru end-eeun. Deuet eo ar c'hemm da vezañ ofisiel azalek ar 1 a viz Du 2014.
Kartenn Rouantelezh Mysore e 1898 m'eo livet lec'hiad Bengaluru e ruz warni
  • A-drugarez d'un enskrivadur bet kavet e-kichen Begur e ouezer e veze dalc'het ar c'horn-bro-se gant Riez Ganga betek 1004. Da c'houde eo dindan dalc'h Riez Cholas, eus an Tamil Nadu, e su India, etre 1015 ha 1116, bloaz ma'z eo staget Bengaluru ouzh Impalaeriezh Hoysala.
  • Kregiñ a ra istor ar gêr vodern da vat pa sav an aotrou Kempe Gowda 1, gwaz da Impalaeriezh Vijayanagara, ur c'hastell pri eno e 1537. Pa ra Kempe Gowda anv eus ar gêr-se eo evitan gandu bhoomi, ar pezh a dalvez kement a "douar an harozed". Kavet e veze er c'hastell-se karterioù-annez pe petes. Bez' e oa div straed pennañ ivez : straed Chickpete, eus ar reter d'ar c'hornôg ha straed Dodpete, eus an norzh d'ar su. En o c'hroashent e oa ar blasenn Dodpete, gwir kalon kêr. Savet ez eus bet pevar zour gant Kempe Gowda II da c’houde, a-benn bevenniñ tachennad kêr. Da vare ren Vijayanagara eo kavet kêr Vangalore a-vat.
  • Pa'z eo diskaret an Impalaeriezh-se e tro-distro al lec'h dindan dalc'h ar rouantelezh-mañ-rouantelezh. Skrapet eo gant Shahaji Bhosale, penn-bras ar Varated (Maratha), a-raok aloubadeg ar Mogol. A-benn neuze eo staget ouzh Rouantelezh Mysore. E 1689 eo feurmet Bangalore da Chikkadeva Raja eus Riez Wodeyar gant an Impalaer Mogol. Kerkent ha marvet ar roue Krishnaraja Wodeyar II e 1759, ec'h embann pennrener e armeoù, Haider Ali, bezañ-eñ ar roue. War e lerc'h eo e vab, ar Sultan Tipu, lesanvet "tigr Mysore", a zo mestr war ar rouantelezh.
  • E 1799 eo drouglammet ha lazhet ar Sultan Tipu gant ar Saozon a laka o c'hrabanoù war Bengaluru a-benn neuze. Met leuzel a reont Maharajah Mysore merañ an aferioù foran pa reont int-i war-dro ar pezh a bled gant an arme. Dindan beli ar Saozon eo stag Bengaluru ouzh Rannvro Madras (Chennai). Lakaet eo da gêrbenn Rouantelezh Mysore e 1831. War gresk ez a kêr buan-tre, dreist-holl goude m'eo kreñvaet an darempredoù gant Madras, dre an telegraf eus un tu ha dre an hentoù-houarn d'egile (1864).
  • En XIXvet kantved e teu Bengaluru da vezañ ur gêr c'hevell : bez' emañ ar pete en un tu, da lavaret eo takad an annezidi, ma kaver Kannadiz en o zouesk da gentañ-penn ; d'egile emañ karter ar soudarded, ar Bangalore Cantonment, ma kaver divroidi deuet eus an Tamil Nadu (kreisteiz India) ennañ.
  • E 1898 e tigresk an niver a geodediz en un taol abalamour d'ur vosenn-red.
  • E 1906 eo Bengaluru kentañ kêr India o kaout tredan, produet gant ur greizenn dourdredan lec'hiet e Shivanasamudra.
  • Ar vrud a ra "Liorzh India" eus Bengaluru a gav he roud e 1927 pa'z eo bet lidet 25 bloavezh ren - Jubile Arc'hant - ar roue Krishnaraja Wodeyar IV. Un digarez eo bet al lid-se evit kaeraat kêr : krouet eo bet liorzhoù, ha savet ospitalioù ha batisoù foran all.
  • Goude dizalc'hidigezh India, e miz Eost 1947, eo staget Bengaluru ouzh Stad Mysore. Kresk al labour er gennad foran a laka kalzik a Gannadiz diwar ar maez da zont da chom e kêr. Dont a ra tud eus norzh Stad Karnataka hag eus distrig Kodagu, er mervent. E 1961 ez eus 1.207.000 a dud o chom e Bengaluru. Goude-se eo tro an embregerezhioù arbennikaet war dachenn ar c'hirri-tredan da ziorren. Digoret eo al labouradeg MICO (Motor Industries Company) da skouer, ur skourr eus ar bennembregerez Bosch, a-benn aozañ boujiennoù.
  • Ur c’hresk eus ar re uhelañ a zo bet war briz al lojeiz er bloavezhioù 1980 ha 1990, abalamour d’an arc’hant bet postet eus lec’hioù all en India, a-benn kaout ranndioù e-barzh savadurioù uhel, meur a estaj enno, e plas parkeier bras ha penntier an drevadennerien. Donegigezh pennembregerezhioù estren er bloavezhioù 1990, e-giz ar bankoù ANZ Bank pe Citi bank, pe c’hoazh ar stalioù liesvroadel o kinnig boued d’an daoulamm, evel Pizza Hut pe Kentucky Fried Chicken (KFC), en deus kendalc’het da zegas arc’hant da v-Bengaluru ivez. Unan eus brudetañ darvoud bet e Bengaluru a zo bet dalc'het e 1996, pa’z eo bet aozet eno dilennadeg "Pleumpenn ar Bed" (Miss World), a zo bet gwelet, sañset, gant 2 viliard a dud er skinwel.
  • Strolladoù tud a zo savet a-enep d'ar braz eus an emdroadurioù-se rak aon o devoa e kollfe ar gêr hec'h identelezh-broad hag he yezh. Evel-se eo bet harzet ur 1000 bennaket a dud oc'h enebiñ ouzh an abadenn "Pleumpenn ar Bed". E 1996 eo bet taget ha gwalleget stalioù KFC e Bengaluru gant peisanted a gave dezho e tiskoueze ar stalioù-se skeudenn dilhadoù mod "kornôg ar bed", ar pezh n'eus seurt ebet da ober en India evito.
  • E-kerzh ar bloavezhioù 1990 en deus gouarnamant Stad Karnataka harpet raktresoù brasvent da ziwanañ, e-giz stadoù-sport ha savadurioù-stroll gant ranndioù miret evit an dud binvidik. Evit-se eo bet pulluc'het kozh lojeizoù ar re baourañ a zo bet adsavet er c'harterioù-tro pellañ. E-kreiz ar bloavezhioù 1990 bepred he deus ekonomiezh Bangalore lieskresket, gras d'ar software boom. E-keit-se en deus digresket an niver a bostoù-labour el labouradegoù eus ar gennadoù all, pe dost.
Kartenn Bengaluru, ma weler karterioù ar soudarded -Bangalore Cantonment- livet e glas warni, sanket er c’harterioù-annez
  • Lec’hiet eo Bengaluru e gevred Stad Karnataka, e su India. E kreiz Pladenn Mysore emañ, en un uhelder keitat a 920 metrad.
  • Stok eo Distrig Bangalore ouzh Distrig Kolar er biz, Distrig Tumkur er gwalarn, Distrig Mandya er gevred, Distrig Chamarajanagar er su ha bevennet eo gant Stad Tamil Nadu er su.
  • Teir rann velestradurel, anvet taluk pep hini anezho, a gaver e Distrig-kêr Bengaluru : Bengaluru norzh, Bengaluru su hag Anekal. An hini kentañ a zo un uhelgompezenn pa’z eo disingal an eil, gant traoñiennoù ha menezioù tro-ha-tro.
  • Topografiezh Bengaluru a zo kentoc’h plat, war-bouez un geinenn a dreuz en he c’hreiz, eus an norzh-biz d’ar su-gevred. Uhelañ leign Bengaluru a zo anvet Doddabettahalli (962 m) hag a zo lec’hiet war an draenenn-se.
  • N’eus ket a bennstêrioù o redek dre ar gêr. Koulskoude ez eus ar stêrioù Arkavathi ha Kaveri o redek en norzh, er menezioù Nandi, 60 km ac'hann da v-Bengaluru. Ar riñvier Vrishabhavathi, un adstêr eus Arkavathin, he deus e vammenn e Basavanagudi, hag a red dre v-Bengaluru. An div stêr-se a gas ganto o-daou ul lodenn vat eus dourioù louz ar gêr. Ur reizhiad kanioù-skarzh, bet savet e 1922, a ra war-dro un dachennad a 215 km². Pemp kreizenn buraat, lec'hiet e tro-war-droioù Bangalore a zo kevreet ouzh ar rouedad-se. Er XVIvet kantved en doa ar roue Kempe Gowda I toullet meur a lenn a-benn pourvezañ dour da dud Bengaluru. Diwezhatoc'h en XXvet kantved, o deus kreizennoù dre zour ar menezioù Nandi, lakaet en o sav gant an aotrou Mirza Ismail (Diwan Mysore, 192641), pourvezet dour a-feur ma greske an niver a dud e Bengaluru. Hiriv an deiz e vez lakaet fiziañs e poulloù-dour diazadoù doureier Kaveri ha war burlec'hioù raktreset war ar stêrioù Vrishabhavathi hag Arkavathi evit ma vo degaset an ezhomm-red a zour da 6 milion a dud. Bemdez e resever 800 milion a litradoù dour e Bengaluru, ar pezh a zo muioc'h hag ar pezh a zo lonket gant n'eus forzh peseurt kêr all en India. Daoust da se e vez mankoù ingal awalc'h, dreist-holl e-pad an hañv.
  • Dav eo ouzhpennañ da se ar c'hresk spontus a zo bet e saotradur an aergelc'h abalamour da gresk an niver a girri war an hentoù. Ken evit reiñ ur soñj eo mammgêrioù Ahmedabad, Delhi ha Kolkota lakaet e-touesk ar c'hêrioù izel o saotradur pa vez renket Bengaluru ha Mumbai e-touez ar re etre.
Menezioù Nandi, lec'hiet e norzh, 60 km ac'hann da Bengaluru, a zo war-dro 1500 metrad a uhelder anezho
  • Un hanter dousennad bennak a lennoù pe mirlennoù gant dour dous a zo e bro Bengaluru, ar re vrasañ anezho o vezañ mirlenn Madivala, lenn Hebbal, lenn Ulsoor ha mirlenn Sankey. Degaset e vez dour a-zoare gant glav moñson ar biz kenkoulz ha gant moñson ar mervent. Reizhiad ledenez gneis eo pennañ unvez meinek ar rannvro, gant greunvaen, gneis ha migmatit ennañ, pa gaver laterit ruz, douar pri tanav e douaroù Bengaluru. N'eus ket bet a grendouarioù bras e Bengaluru, daoust m'eo lec'hiet en un dachennad ma c'haller kaout seurt darvoudoù (Takad II). C'hoarvezet eo bet d'an douar krenañ un tamm memestra.
  • Gras da uhelder he sez ez eus e Bengaluru un hin plijus hag ingal a-hed ar bloaz. Uhelañ gwrezverk bet enrollet a zo bet 38 °C hag an hini izelañ, 11 °C. Ral eo pa tisken ar gwrezverk dindan 12° C er goañv, ha ne bign ket en tu all da 38 °C en hañv. Glebañ mizvezhioù ar bloaz eo miz Eost da gentañ ha Gwengolo hag Here da c'houde. Kempouezet e vez alies tommder an hañv gant arneñv ha barradoù avel ur wech dre vare, a laka tredan da chom sac'het ha douaroù da vezañ beuzet. Peurliesañ e ra glav d'arbardaez pe e-pad an noz. Ne ra ket diouzh ar mintin peurvuiañ. Ar muiañ a c'hlav zo bet e-korf un devezh a 24 eurvezh a oa bet d'ar 1añ a viz Here e 1997, pa oa bet kouezhet 180 mm a zour.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Vidhana Soudha, e-lec'h m'emañ sez Bodadeg-lezenniñ Karnataka
  • Karget eo Bengaluru Mahanagara Palike (BMP), da lâret eo Kuzul-mammgêr Bengaluru (kannadeg : ಬೆಂಗಳೂರು ಮಹಾನಗರ ಪಾಳಿಕೆ ; saozneg : Bangalore Metropolitan Councila) da blediñ gant an aferioù foran hag an aozadurioù-kêr. 100 dilennad a ya da ober ar c'huzul-kêr-se, anvet corporators anezho, unan evit bep a garter (wards). Aozet e vez an dilennadegoù bep pevar bloaz, da geñver ur mouezhiadur hollek. Padal e vez dibabet maer ha komiser ar c'huzul e-touesk un niver resis a dud war ar renk, ar re-mañ o vezañ choazet hervez o c'hast pe o meuriad, pe kemeret e rummad ar merc'hed.
  • Sammet e vez ar c'huzul gant kudennoù a bep seurt, evel stankter ar c'hirri war an hentoù aet da gozh, abalamour da gresk fonnus poblañs Bangalore. Un priziadur bet kaset e 2003 a laka endro Bengaluru d'ul live kazimant peurvat evit pezh a sell ouzh perzh an dour, an ekoreizhiad douarel ha dourel, pa'z eo bet kavet fall an dachenn sokial hag armerzhel (tremenerezh stanket, kalite ar vuhez pemdez...). Kavet eo bet abeg er c'huzul gant Lez-uhel Karnataka, annezidi ha kevredigezhioù zo, abalamour d'e vankoù evit kempenn an hentoù. Dre ma n'eo ket bet raktreset mat kresk an niver a annezidi e kêr, en deus ar c'huzul klasket distankañ an hentoù o sevel karrpontoù hag hentoù war bontoù e-kichen an hentoù a zo anezho dija, hag o rediañ ar c'hirri da vont gant hentadoù a gas d'ur penn hepken. E 2005 o deus ar Gouarnamant kreiz ha Gouarnamant ar Stad postet pep hini anezho ul lodenn vras eus o budjed a-benn diorren hentoù Bengaluru. Produet e vez war-dro 3.000 tonnenn a loustoni kalet bemdez e Bengaluru, 1.139 tonenn o vezañ dastumet ha rotelet. War goust an ti-kêr e vez dastumet ar peurrest, a vez berniet war dachennoù digor pe war bord an hentoù e-maez kêr.
  • Renet e vez polis Bengaluru gant ur c'homiser, a zo ofiser ar Servij Polis Indian (Indian Police Service, IPS). Labour ar polis-kêr a zo rannet etre meur a zachenn (Polis an hentoù, an Adpolis, Skour kreiz an torfedoù, Burev-kêr marilhañ an torfedoù) ha kaset da benn gant 86 komiserdi, daou anezho o vont en-dro gant merc'hed hepken.
  • O vezañ ma'z eo Bengaluru kêr-benn Stad Karnataka e kaver enni sezioù ensavadurioù-stad a-bouez evel Lez-uhel Karnataka, Vidhana Soudha (sez Bodadeg-lezenniñ ar Stad) ha Raj Bhavan, da lâret eo Ti ar gouarnour. Dileuriet e vez Bengaluru gant daou zen e Bodadeg-lezenniñ India, anvet Lok Sabha - ar pezh a dalvez kement ha "Ti ar Bobl" - ha gant 24 den e Bodadeg Stad Karnataka.
Ur greizenn ekonomikel a-bouez eo Savadur an Aveiñ Foran, lec'hiet Hent MG
  • E 2001 eo bet postet 3,7 miliard $ SU e Bengaluru, arc'hant o tont eus an diavaez, ar pezh a lakae Bengaluru e trede renk kêrioù India war an fed-se.
  • Diorren greanterezhel Bengaluru a zo diazezet war soñjoù un nebeud rakgwelerien er bloavezhioù 1940, evel an Aotroù Mirza Ismail hag an Aotrou Mokshagundam Visvesvaraya. Un toullad a labouradegoù foran o deus o sez e Bangalore, en o mesk Hindustan Aeronautics Limited (HAL), National Aerospace Laboratories (NAL), Bharat Heavy Electricals Limited (BHEL), Bharat Earth Movers Limited (BEML) hag Hindustan Machine Tools (HMT). E miz Mezheven 1972 eo tro Indian Space Research Organisation (ISRO – Aozadur Indian ar C’hlaskerezh war an Egor) d’en em staliet eno.
  • Lesanvet eo Bengaluru “Silicon Valley of India” - Traoñienn silikon India - peogwir e kaver bodet enni kalzig a embregerezhioù gouestlet da deknologiezh ar c'helaouiñ hag ar c’hehentiñ (TKK). Bez emañ ar re-mañ evit 38 % eus an 12,2 miliard a $ SU degaset en India, diwar gwerzh produioù an teknologiezhoù nevez e-maez ar vro. Dispartiet eo embregerezhioù Bangalore o plediñ gant TKK etre teir rann : tachenn teknologel ar meziantoù da gentañ ; tachenn etrebroadel an teknologiezh da eil ; ar gêrig elektronek da drede. Er “gêriadenn” diwezhañ-mañ e kaver an embregerezhioù Infosys ha Wipro, a zo en eil hag e trede renk an embregerezhioù war dachenn ar stlenneg en India. Kresk an holl embregerezhioù-se ne ya ket ket digudenn. Evel-se ne glot ket frammoù ar gêr gant o ezhommoù, dre m’emañ ar melestradurezh o klask bastañ da c’houlennoù al labourerien-douar da gentañ-penn. Ar re-mañ a ya da ober ar braz eus an elektourien. E miz Gouere 2004 en deus kinniget Azim Premji, Prezidant-Pennrener Wipro, e tilojfe e stal, oc’h embann “ne weler ket stad an traoù (stad danframmoù Bengaluru) mont war wellaat dindan berr amzer”. E mod-se e vez Hent Hosur, a gas eus kreiz-kêr Bengaluru d’ar gêrig elektronek, unan eus an hentoù an aliesañ stanket.
  • An tachad a zo war gresk e Bengaluru er mare-mañ eo hini ar bioteknologiezh. Staliet eo eno 97 eus an 240 embregerezh indian bennaket troet o zachenn-labour war ar bioteknologiezh. En o zouesk emañ Biocon, 16vet embregerezh an dachenn dre a bed a-fed gounidoù.
  • Sellit ivez ouzh Roll embregerezhioù TKK Bangalore
Aerborzh Bengaluru
  • Hindustan Airport (pe HAL Airport), lec’hiet e Bengaluru, eo pevare aerborzh India. Ur aerborzh lec’hel hag etrebroadel eo. Gallout a reer tapout eno kirri-nij a-benn mont da Azia, d’ar Reter-Kreiz ha da Europa. Pa'z eo bet frankizaet ekonomiezh India en deus kresket niver ar c’hompagnunezhioù-aer diabarzh, en o zouez meur a stal marc’had-mat, doare low cost anezho, izel prizioù ar bilhedoù ganto, evel SpiceJet, Kingfisher Airlines, Jet Airways ha Go Air. Dre m’he deus he sez e Bengaluru, eo Air Deccan ar gompagnunezh gentañ evit pezh a sell ouzh an niver a nijadennoù. Er c’hontrol eus ar pezh a c’hoarvez a hend-all dre India eo an aerborzh-mañ e-kerz an embregerezh foran Hindustan Aeronautics Limited, a implij al leurennoù pradañ-dibradañ evit amprouiñ nijerezioù-brezel an arme-nij (Indian Air Force). Un disoc’h etre eo aerborzh Hindustan, un diskoulm evit mougañ an disemglevioù bet savet diwar ar raktresoù disheñvel a oa etre gouarnamantoù ar Stad, ar gouarnamantoù-kreiz hag an embregerezh Hindustan Aeronautics Limited.
Teirrodegoù-tan (Autorickshaws) a vez graet ganto alies gant tud Bengaluru evit mont ha dont
  • Kevreet-mat eo Bengaluru ouzh ar peurrest eus ar vro, gras da gompagnunezh foran hentoù-houarn India, Indian Railways hec’h anv. Gant an tren Rajdhani Express ez eer da New Delhi. Gallout a reer mont da Vumbai (bet anvet Bombay), Chennai (bet anvet Madras), Kolkata (Calcutta), Hyderabad ha d'ar c’hêrioù pennañ all e Stad Karnataka.
  • An teirrodegoù-tan (Autorickshaws) du ha melen, daoust dezho bezañ anvet ivez « otoioù » end-eeun, a ya da ober ur mod brudet da vont ha da zont e kêr. Tri den a c’hell bezañ kaset ha degaset gant unan anezho. Meur a gompagnunezh a ginnig taksioù ivez, gant kirri-tan, anvet “Taksi-kêr” peurliesañ. Daoust ma c’hallont kas pevar den ganto war un dro e koust kaeroc’h mont ganto evit mont gant an teirrodegoù-tan.
  • Eus e du ar gevredad Bangalore Metropolitan Transport Corporation (BMTC) a ginnig 3207 karr-boutin foran o kas ha degas un 2,8 milion bennak a vannlevidi.
  • Ar metro a zo da vezañ lakaet e plas e diabarzh ar gêr ivez. E 2008 e tlefe mont en-dro. 33 km a hentoù-houarn a zo raktreset da gentañ, kerkoulz dindan douar ha war an douar. 32 arsav a vo evit kregiñ, re all a zo raktreset diwezhatoc’h.
Un templ hindouat e Bengaluru, gant e gopuram, un tour tev ha livet-kaer, skoueriek eus an tisaverezh dravidat
  1. Good morning, Bengaluru, The Hindu, 1/11/2014