Mont d’an endalc’had

Bellona

Eus Wikipedia
Bellona
doueelezh roman, doue ar brezel
Rann euslist of Roman gods and goddesses Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv er yezh orinBellona Kemmañ
TadYaou Kemmañ
MammJuno Kemmañ
PriedMeurzh Kemmañ
Kompagnun(ez)Meurzh Kemmañ
Azeulet gantrelijion Henroma Kemmañ

Bellona a oa doueez ar brezel (bellum a zo brezel, e latin) gant ar Romaned. Merc'h e oa da Forcis ha Ceto, euzhviled o devoa bet bugale ken euzhus all: ar Graied hag ar Gorgonezed. Gwreg e oa da Veurzh, a-wechoù c'hoar dezhañ.

He far e mojennoù Hellaz eo Enio met brudetoc'h egeti eo Bellona. O-div int skeudenn ar brezel gwadek ha diroll.

Dister eo ar mojennoù diwar he fenn, ma kreder ne oa ket roman a orin, met numenat pe etrusk. Re all a soñj e oa doueez ar brezel gant ar Romaned a-raok bezañ distroadet gant Meurzh, savet evel patrom an doue hellazat Ares.

En oberennoù arzek he gweler gant un tokarn, ur c'hleze, ur goaf. Nemet n'eo ket labezet a wad evel Enio. Alies e vez pignet en ur c'harr-brezel, gant hec'h armoù, o tiskar kement tra a vez war-hent, an Euzh hag ar Marv o vale dirazi: he fennad naered o fuc'hal en-dro d'he dremm entanet, tra ma vez ar Vrud o nijal en-dro dezhi hag o c'hervel, gant he zrompilh, an Trec'h hag ar Faezhidigezh.

Hi eo a weler en delwenn ar "Marseillaise" gant ar c'hizeller gall François Rude.