Mont d’an endalc’had

Bellerofon

Eus Wikipedia
Bellerofon o vont da lazhañ Kimera
Alexandre Ivanov (1829)
Bellerofon o lazhañ Kimera
c. 425-420, Mirdi broadel hendraouriezh Aten

Bellerofon (Henc'hresianeg: Βελλεροφῶν) pe Bellerofontes (Βελλεροφόντης) (Hipponoos a oa e anv pa oa ur bugel anezhañ)[1] zo un haroz eus gwengelouriezh Henc'hres. Eñ a oa an haroz ha lazher euzhviled brasañ e-touesk Kadmos ha Perseüs, a-raok deizioù Herakles[2], hag e gur uhelañ a voe marvedigezh Kimera, un euzhvil a voe taolennet gant Homeros evel penn ul leon, korf ur c'harv ha lost un naer : « he c'hwezhadenn a strew gant flammoù gor. »[3]
Anavet eo ivez evit mestroniezh ar marc'h Pegasos gant skoazell kabestr strobinellet Athena, hag evit bout bet kastizet gant doueed rak fellout a reas dezhañ krapat gant ar Menez Olimpos evit chom ganto[4].

Marteze Βελλεροφοντης Bellerophonis < Βελεμνον Belemnon, βελονη beloni, βέλος bélos "saezh" + φοντης phonis "lazher" < φονευω phoneyo "lazhañ".

Mab e oa da C'hlaokos, roue Korinthos, pe da Boseidon hervez ar mojennoù, ha da Eurynome. Mab-bihan e oa da Sisyfos.
Hipponoos e oa e anv pa oa ganet, met adanvet e voe Bellerofon "muntrer Belleros" war-lerc'h lazhañ Belleros. Abalamour d'ar gwalldaol-se e rankas tec'hel da Diryns ma voe degemeret e lez ar roue Proitos.

Doñvaat Pegasos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Polyeidos a laras da vBellerofon e vefe dav dezhañ tapout Pegasos. Evit lakaat ar marc'h d'asañtin e oa bet goulennet da vBellerophon huniñ e azeuldi Athena. E-kerzh e oa o kousket e hunvreas e oa bet lakaet ur c'habestr aour en e gichen gant an doueez, hag e laras dezhañ e kavo ar marc'h divaskellek en andon Pirene e keoded Korintos, e lec'h ma oa ganet an haroz. Mammennoù all a zifer e oa kabestret al loen endeo, pe oa bet roet dezhañ gant Poseidon[5].

  1. Assunçâo, Teodoro Renno. Le mythe iliadique de Bellérophon. In: Gaia: revue interdisciplinaire sur la Grèce Archaïque, niv. 1-2, 1997. pp. 42-43. DOI : [1]
  2. Kerenyi 1959, p. 75.
  3. Ilias(fr) VI.155–203.
  4. (en) Roman, Luke & Monica. Encyclopedia of Greek and Roman Mythology. Fact on File, 2010, p. 103 (ISBN 978-1-4381-2639-5)
  5. Pausanias :Description of Greece 2.4.6.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.