Bella ciao
Bella ciao zo ur ganaouenn boblek italianek eus an XIXvet kantved, eus Emilia-Romagna, hag a zo bet brudet gant ar Resistenza italiana e-pad an Eil brezel-bed dre ma oa liammet gant Partizaned Italia.
Un tamm mat koshoc'h avat eo orin ar ganaouenn.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kan bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur ganaouenn vugale zo war an hevelep ton, anvet La mia nonna è vecchierella. Honnezh e vefe ar ganaouenn orin, ha lakaet eo bet e brezhoneg.
Mondine
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bella Ciao a veze kanet adalek an XIXvet kantved gant ar mondine, devezhourezed ar rizegi, e plaenenn ar Po, savet war don ar ganaouenn vugale. Bella ciao a dalvez kement ha lavarout kenavo d'ar gened kaset da get gant al labour[1].
Partizaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwezhatoc'h e voe kanet e-pad an Eil brezel-bed gant ar bartizaned italian a stourme ouzh ar faskourien hag an nazied. Testeniekaet eo implij ar ganaouenn e-pad ar Resistenza en Emilia hag e tolead ar Repubblica partigiana di Montefiorino.
Skignet eo bet dre ar bed gant emsavidi a bep seurt, degaset alies gant Italianed. Kanet e vez e Mec'hiko, e Chiapas, e spagnoleg.
Ar ganaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu an doare brudetañ (doareoù arall etre krommelloù).
Una mattina mi son svegliato, |
D'ur beure on bet dihunet |
Enrolladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1974 - (it) Duo di Piadena, en Il vento fischia ancora
- 1995 - (fr) Thomas Fersen e Les Ronds de Carotte
- 1997 - (fr) Leny Escudero, e Chante la Liberté
- 2001 - (en) Anita Lane, e Sex O' Clock
- 2005 - (it) Yo Yo Mundi, e Resistenza
- 2006 - (it) Talco, e Combat Circus
- 2007 - (it) RedSka, e Mi son sbagliato nel confondermi ; (fr) Les Ramoneurs de Menhirs, e Dañs an Diaoul
- 2008 - (it) Modena City Ramblers, e Bella ciao - Italian Combat Folk for the Masses
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (it) Ar pozioù e 30 yezh, gant displegadennoù
- (br) Pevar doare brezhonek en hevelep lec'hienn
- Video: Doare Paolo Fresu
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (it) Wikisource