Kaozeal:Bella ciao

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat, Sed amañ dindan ar pezh a c'haller kavout war al lec'hienn FREELANG - Dictionnaire en ligne Breton-Français et Français-Breton :
kentel(ioù) bon conseil, mélopée, version (d'une chanson). A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mae 2015 da 08:06 (UTC)[respont]

En desped d'an hollberzhioù mat zo er geriadur-se ha n'anavezan ket (re all a implijan), e karfen gouzout eus pelec'h eo tennet ar ster-se: ur skrid bennak? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mae 2015 da 09:20 (UTC)[respont]
N'on ket evit respont, 'm eus aon... :-(--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mae 2015 da 09:31 (UTC)[respont]
Hag hon mignon ne ra ket ivez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mae 2015 da 10:59 (UTC)[respont]

Mondine ha partigiani[kemmañ ar vammenn]

  • Er rannbennad "Ar ganaouenn" n'emañ nemet komzoù doare partigiani ("partizaned") ar ganaouenn, ar pezh a zo ober fae war stourm ar mondine ("gwennerezed" riziegi plaenenn ar stêr Bo), o deus savet ar ganaouenn Bella ciao, unan eus ar c'hanaouennoù-stourm benevelour kentañ. Dav e vije resisaat e vez kanet ar c'homzoù diskouezet doare partigiani ar ganaouenn war don ar ganaouenn I mondine, ha diskouez ar c'homzoù orin :
I MONDINE
Alla mattina appena alzata
O bella ciao bella ciao bella ciao, ciao, ciao
Alla mattina appena alzata
In risaia mi tocca andar
E fra gli insetti e le zanzare
O bella ciao bella ciao bella ciao ciao ciao
E fra gli insetti e le zanzare
Un dur lavoro mi tocca far
Il capo in piedi col suo bastone
O bella ciao bella ciao bella ciao ciao ciao
Il capo in piedi col suo bastone
E noi curve a lavorar
O mamma mia o che tormento
O bella ciao bella ciao bella ciao ciao ciao
O mamma mia o che tormento
Io t'invoco ogni doman
Ed ogni ora che qui passiamo
O bella ciao bella ciao bella ciao ciao ciao
Ed ogni ora che qui passiamo
Noi perdiam la gioventù
Ma verrà un giorno che tutte quante
O bella ciao bella ciao bella ciao ciao ciao
Ma verrà un giorno che tutte quante
Lavoreremo in libertà.
Ar c'hwennerezed
Da veure, a-boan savet
Demat a goantenn, demat koantenn, demat koantenn demat koantenn koantenn koantenn
Da veure, a-boan savet
Da'r rizieg e rankan mont
Etre an amprevaned hag ar moustiked
Demat a goantenn, demat koantenn, demat koantenn demat koantenn koantenn koantenn
Etre an amprevaned hag ar moustiked
Labour tenn a rankan gober
Ar penn en e sav gant e vazh
Demat a goantenn, demat koantenn, demat koantenn demat koantenn koantenn koantenn
Ar penn en e sav gant e vazh
Ha ni daoubleget o labourat
A vammig pebezh poan
Demat a goantenn, demat koantenn, demat koantenn demat koantenn koantenn koantenn
A vammig pebezh poan
Da aspediñ a ran bemdez
Hag a-hed pep eurvezh a dremenomp amañ
Demat a goantenn, demat koantenn, demat koantenn demat koantenn koantenn koantenn
Hag a-hed pep eurvezh a dremenomp amañ
E kollomp ar yaouankiz
Met un deiz a vo ma an holl ac'hanomp
Demat a goantenn, demat koantenn, demat koantenn demat koantenn koantenn koantenn
Met un deiz a vo ma an holl ac'hanomp
A labouro en o frankiz
  • Italianegerez on, ar pezh a zo ral a-walc'h a-douez an dud a gompren brezhoneg ; gant ma teurvezo aozer pe aozerez ar pennad kinnig un droidigezh vrezhonek eus komzoù an doare partigiani eus I mondine. Trugarez en a-raok dezhañ pe dezhi.--90.32.28.46 9 Mez 2016 da 20:14 (UTC)[respont]

Fae?[kemmañ ar vammenn]

Er rannbennad "Ar ganaouenn" n'emañ nemet komzoù doare partigiani ("partizaned") ar ganaouenn, ar pezh a zo ober fae' ... Daou pe dri den a deu amañ alies da ziskouez pegement a fae a reont war labour ar re all, war an disterañ digarez, en ur damall d'ar re all ober fae ... Ma n'out ket unan anezhe, n'eo ket ur sonj mat heuliañ o gwallskouer ... pep hini a c'hall kemer perzh el labour hep dismegañsiñ al labourerien all. N'out ket bouzar, Edgar? Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Mez 2016 da 21:41 (UTC)[respont]

Fae lieswikipedek, labour dit :

Fae alamanek[kemmañ ar vammenn]

https://de.wikipedia.org/wiki/Bella_Ciao

Fae katalanek[kemmañ ar vammenn]

Amañ https://ca.wikipedia.org/wiki/Bella_ciao Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2016 da 06:26 (UTC)[respont]

Fae saoznek[kemmañ ar vammenn]

https://en.wikipedia.org/wiki/Bella_ciao

Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2016 da 06:29 (UTC)[respont]

Youl vat ha feiz vat[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj e vefe gwelloc'h krediñ e youl vat ha feiz vat an dud e-lec'h tagañ anezhe. N'omp ket niverus amañ o c'houzout a-ven e teu ar ganaouenn. A galon. Kadbzh (kaozeal) 10 Mez 2016 da 10:34 (UTC)[respont]

Anat eo din ez eo gaou ruz a gont ar paotr a glask reiñ da grediñ eo "italianegerez", goude ur bern traoù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2016 da 12:17 (UTC)[respont]