Beg ar Polen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Beg ar Polen

Beg ar Polen zo ur beg-douar en enez ar Gerveur, e departamant ar Mor-Bihan.

Emañ Beg ar Polen e beg gwalarn ar Gerveur, e kumun Saozon. Ne ouzer ket gwall vat petra eo orin an anv « polen ». Gallekaet eo bet anv ar beg-douar e « Pointe des Poulains ».

Ul lec’h kaer eo Beg ar Polen, leun a gerreg. Un tour-tan zo, tour-tan ar Polen, hag a zo war un tamm douar a vez dispartiet diouzh ar beg-douar d’an uhelvor.[1] E 1868 e oa bet savet an tour-tan-se. Emren penn-da-benn eo bremañ ha mont a ra en-dro gant tredan degaset gant energiezh an heol.

E-kichen ar beg-douar ivez ez eus ur c’hreñvlec’h savet gant an arme en XIXvet kantved hag oa bet prenet ha treuzfurmet gant ar gomedianez Sarah Bernhardt e 1894[2]. Graet he doa he annez enni ha savet he doa ivez, war-lerc’h, daou di all e-kichen, an eil anvet Les Cinq Parties du monde hag egile Lysiane evit degemer he mignoned. Betek fin he buhez, e 1923, e teue Sarah Bernhardt bep hañv da dremen ur pennad amzer eno.

Goude e voe dilezet ar savadurioù tamm-ha-tamm hag e 2000 e voent prenet gant Mirva an Aodoù.[3] Adkempennet e voent ha digor e vez al lec’h d’ar weladennerien bremañ.[4]


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Maez am Beg » a vez graet anezhañ e brezhoneg, hervez a lenner e Toponymie Nautique (1967).
  2. Belle-Ile-en-Mer. Refuge de Sarah Bernhardt, Didier Déniel, Le Télégramme, 7 Eost 2013.
  3. Belle-île (Dunes de Donnant, Les Poulains, Pointe de Pouldon, Ster Vras-Apothicairerie), Conservatoire du littoral (fr)
  4. À Belle-Île, la pointe des Poulains a été sauvée Le Parisien, 19 Gouere 2005 (fr)


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.