Mont d’an endalc’had

Beg ar C'hastellig

Eus Wikipedia
Beg ar C'hastellig

Beg ar C'hastellig zo ur beg-douar eus Breizh, e kumun Penc'herieg, el Liger-Atlantel. Ar beg-douar ar pellañ er c'hornôg eo en departamant-se.

Uhel eo an aod, kerreg e-leizh enni ha meur a vougev zo er vri, dezho a bep seurt anvioù faltazius. Anv a reer eus an tolead en ur romant skrivet gant Émile Zola a dremenas vakañsoù eno, Les coquillages de M. Chabre.

Eno e oa bet savet un ti-gward e 1754 hag ur semafor e 1861. Ar semafor a zo bremañ a oa bet savet e 1986. E dalc’h ar morlu gall emañ.

Eus Beg ar C'hastellig e c'haller gwelet enez Dumed war an tu dehou, gourenez Rewiz pelloc'h, hag inizi Houad hag Edig pa vez sklaer an amzer ; war an dorn kleiz e weler Beg ar Groazig.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]