Mont d’an endalc’had

Beg ar C'hastell (Plougouskant)

Eus Wikipedia
An ti e Kastell Meur, er gornaoueg da Veg ar C'hastell

Beg ar C'hastell zo ur beg-douar e kumun Plougouskant, ar beg hanternosañ war aodoù Breizh.

Alese eo kaer ar gwel : war-zu ar reter e weler enez Terc'h, tour-tan ar C'horn hag aber ar Yeodi. Pelloc’h e c’haller gwelet Erv an Talberzh, pa vez dizolo an dremmwel. Er gornaoueg e c’haller gwelet, a-bell, enezeg ar Jentilez.

Nepell diouzh Beg ar C'hastell, er gornaoueg, emañ ar C'hastell Meur, gant kerreg bras-divent hag un ti bihan sanket etre div roc'h vras, ar pezh a ya d’ober un daolenn gaer a zo bet luc’hskeudennet ha livet stank.

Al lec’h tro-dro zo gwarezet ha ne c’haller ket sevel tiez nevez. Un ti an douristed zo war an aod, er gornaoueg d’ar beg-douar, hag a vez digor e-pad an hañv.