Beauty and the Beast (film, 1991)

Eus Wikipedia
Logo ofisiel ar film.

Beauty and the Beast (Ar Goantenn hag al Loen) a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant ar filmaozerien stadunanat Gary Trousdale (1960-) ha Kirk Wise (1963-).
Savet e voe diwar ar gontadenn La Belle et la Bête gant ar skrivagnerez c'hall Jeanne-Marie Leprince de Beaumont (1711-1780), ha honnezh embannet e 1757.

Produet gant Walt Disney Feature Animation e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'an 29 a viz Gwengolo 1991[2] e New York (Stadoù-Unanet Amerika). Tregontvet film bevaat ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h The Rescuers Down Under (e miz Du 1990) hag a-raok Aladdin (e miz Du 1992).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Peder munutenn ha pevar-ugent e bad.
  2. (en) Beauty and the Beast war Internet Movie Database.