Aladdin (film, 1992)

Eus Wikipedia

Aladdin a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant an daou filmaozer stadunanat Ron Clements (1953-) ha John Musker (1953-).
Diazezet e voe ar senario diwar ar gontadenn Lamp Aladdin a gaver e-barzh an dastumadenn kontadennoù pers Ar mil nozvezh hag unan.

Produet gant Walt Disney Feature Animation e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'an 11 a viz Du 1992[2] e Los Angeles[3] (Stadoù-Unanet Amerika). Kentañ film bevaat ha tregont ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Beauty and the Beast (e miz Gwengolo 1991) hag a-raok The Lion King (e miz Mae 1994).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Dek munutenn ha pevar-ugent e bad.
  2. (en) Aladdin war Internet Movie Database.
  3. Kentaenn.