Beaj Lenin en un tren plomet

Eus Wikipedia

Vladimir Ilitch Lenin a yeas deus bro Suis betek Rusia deus ar 27 a viz Meurzh d’an 3 a viz Ebrel 1917 pa oa Europa e-kreiz ar brezel-bed kentañ. Ambrouget e voe gant 31 den deuet ha 2 vugel. Beajiñ a rejont en “un tren plomet”, pezh a oa disoc’h un emglev etre ar reveulziourien rusian hag ar servijoù-kuzh alaman. An tren a ranke treuzin ar vro hep arsav hag hep kontroll ebet.

An Alamaned o doa c'hoant da zistabilaat o enebourien rusian war talbenn ar reter. Gant an dreuziadenn-se e oa posupl da Lenin kemer penn an emsavadeg ha kas da benn e reveulzi soviedel.

An termen “tren plomet” a dalv e gwirionez gant un imunelezh diplomatek, a warezfe surentez Lenin hag e skipailh e-pad o beaj en un tren dezougen normal. Treujiñ a rejont Alamagn deus ar su d'an norzh, treizhañ ar mor Baltel e-barzh ur ferry, evit erruout e Sveden, hag en em gavout e bro Finland, a oa da neuze dindan dalc’h an impalaeriezh rusian.

D’an 3 a viz Ebrel ec’h erruas Lenin e ti-gâr Finland e Petrograd, ma voe degemeret gant ur strollad aduerien.

Dre hanterouriezh sokialourien Suis e vefe bet ar Volcheviked e darempred gant ar servijoù kuzh alaman. Zinoviev a oa evit ober an emglev en anv Lenin. Ar redienn a oa bet diazezet gant Lenin a oa : e rankfe ar vagon ha dezougen ar reveulziourien rus kaout ur statud a eztiriadelezh, a-benn dizarbenn nep tamall a genlabour gant Alamagn. An emglev kavet gant ar pennadurezhioù alaman, marc’hataet e Bern gant an alaman Gisbert von Romberg, e oa meneget sklaer e rankfe ar veajourien chom hep daremprediñ na komz ouzh Alaman ebet e-kerzh ar veaj. Diwar urzh Lenin e ranke ar veajourien paeañ o ziked tren, ouzhpenn en doa gourc’hemennet digant ar servijoù alaman na vefe graet kontroll indentelezh ebet war ar veajourien, hag e kasfent o boued dezho o-unan en tren.

Graet e voe eus ar veaj-se en tren "ar vagon plomet", un termen bet ijinet gant ar propaganda bolchevik evit klask mirout ouzh an dud da soñjal o doa kenlabouret gant an Impalaeriezh alaman. En tu hont da se e oa un tren treuzdougen beajourien normal.

Darn o deus rebechet da c'houde ouzh Lenin da vezañ bet prenet gant ar gouarnamant alaman, ha gwashoc’h c'hoazh da vezañ un treitour da Rusia. Ent-gwirion o deus tennet splet an Alamaned ha Lenin an eil re deus ar re all, evit o interestoù dezho: an Impalaeriezh alaman a oa laouen-tre o welet Lenin hag e reveulziourien bolitikel o plantañ muioc’h a reuz e Rusia.