Barbared
Ar ger barbared — ha meizad ar varbariezh zo stag outañ — o deus bet a-viskoazh ul liv disprizus. Dispakañ a reont war un dro ar fae ouzh ar re all, an estrañjourien, hag an aon dirazo. Michel de Montaigne, a vevas prantad « barbar » ar brezelioù relijion e fin ar XVIvet kantved, a ziskouez mat-kenañ ar santimant-se, pa skriv e les Essais : « Pep hini a ra barbariezh eus ar pezh n'eo ket kustum d'ober. »[1] A-hed an istor ez eus bet sterioù disheñvelik d'ar ger.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En orin, ar ger barbar — amprestet digant al latin barbarus en doa amprestet anezhañ digant ar henc'hresianeg barbaros (« estren ») — a oa ur ger a veze implijet gant ar C'hresianed evit komz eus pobloù na oant ket eus sevenadur gresian, hag a oa digomprenus o yezh dezho. Barbaros, er penn kentañ, n'en doa tamm liv disprizus ebet eta. Talvezout a rae hepken « n'eo ket gresian » pe kement den zo digomprenus e yezh d'ar C'hresianed, unan hag a ra gant estlammadelloù evit komz : bar-bar-bar.
Orin ur meizad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Claude Yvon, er pennad « Barbare (philosophie) » eus an Encyclopédie gant Diderot ha d'Alembert, a skriv « eo an anv roet gant ar C'hresianed diwar fae d'an holl vroadoù na gomzent ket o yezh, pe na gomzent ket anezhi kenkoulz hag int, da ziskouez ar c'hemm bras etrezo etrezo hag ar broadoù all a oa chomet e rustoni an amzerioù kentañ. »
Emdroadur ar ger en Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre astenn, ar c'hemm yezh a roio ur sell negativel, disprizus, eus ar re all, eus an estrañjourien, en em gavo en termenadur amprestet digant ar C'hresianed gant ar Romaned. Goude aloubadenn Henc'hres, ar Romaned a zegemeras ar ger gresianek hag a implijas anezhañ evit komz eus ar pobladoù a oa o chom en-dro d'o impalaeriezh. Lakaet e oa barbared e Roma an holl na oant ket eus sevenadur gresian-ha-roman, forzh peseurt live sevenadurezh en defe. Ar Romaned a selle ouzh an Huned evel « loened daoudroadek », hervez an deskrivadenn savet gant an istorour Ammianus Marcellinus, a zanevell penaos e tigouezhjont en Europa, e-giz d'ur « gorventenn a ziruilhfe diouzh ar menez»[2].
Diwezhatoc'h e voe graet 'aloubadegoù barbar eus an dilec'hiadennoù pobloù a c'hoarvezas adalek ar IV kantved betek ar VIvet-VIIvet kantved en Impalaeriezh roman war e ziskar.
Sterioù a vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv e vez implijet ar ger-se evit komz eus un den pe eus ur strollad sokial a vez sellet outañ evel unan kriz, « digar », hep deskadurezh, feulz, palod e voazioù, ha kement zo...
Da vare ar spered digoll a rae e reuz en Europa e kentañ lodenn an XXvetkantved, tamall ouzh diskennidi ar pobloù german eus ar grennamzer uhel ur stad barbariezh a oa bet un emzalc'h aes hag eeun eus ar propaganda hag eus an istorouriezh c'hall — amprestet d'o zro gant ar gevredidi e-pad an Eil Brezel Bed — evit tremen dre enebadur da zifennerien eus ar sevenadurezh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ « Chacun appelle barbarie ce qui n'est pas de son usage. » Michel de Montaigne, Les Essais, I, 31.
- ↑ Ut turbo montibus celsis, Istor, XXXI, 3, 8.