Bae Goulc'hen
Neuz
Bae Goulc'hen zo ur pleg-mor en arvor Bro-Leon, etre Plouneour-Traezh ha Ploueskad.
D'an daere e vez dizoloet ur gorread ledan a draezh hag a lec'hid. Puilh eo an evned a c'haller gwelet en tolead, koulz hag e geunioù ar stêr Saezh. Ur mirva evned eo deuet da vezañ goueled ar bae, 180 hektar perc'hennet gant Mirva an Aodoù, ha gwarezet eo ar miliadoù a evned (houidi, hirc'hareged...) a zo o vevañ eno pe o tremen hepken en diskar-amzer hag er goañv, pa vezont o tont eus Arktika da vont war-zu Afrika da c'hoañviñ. Eno e c'hallont kavout o boued ha diskuizhañ el lec'hidegoù, war kerreg ar bae, war an tevenn pe er geunioù a-dreñv ur chaoser savet er bloavezhioù 1820 gant Louis Rousseau.