Mont d’an endalc’had

Louis Rousseau

Eus Wikipedia

Louis Jean Népomoucène Marie Rousseau, ganet en 1787 en Angerville (Seine-et-Oise), e Bro-C'hall, a oa un ofiser gall.

E dad a oa mestr a bost e Beauce. E 1804 ez eas Louis, troet gant an avantur, er morlu gall. E 1806 e voe prizoniet gant ar Saozon e Saint-Domingue. Kaset e voe da Vro-Saoz ma voe prizoniet war listri-bac'h Portsmouth ma chomas e-pad eizh vloaz. Dieubet e voe e 1814, pa voe trec'het Napoleone Buonaparte ha kaset da Elba. Krediñ a reas Rousseau e c'hallje gounit ar gloar, hogen nemet Kant Deiz ne badas distro Napoleon ha n'en doe ket Louis amzer d'en em gannañ. Goude Waterloo e tistroas d'ar gêr, da Angerville, hag eno e voe tieg ha breser.

En 1823, glac'haret-bras gant marv e vab henañ, e prenas 600 devezh-arat a zouar fall e Bro-Leon, en arvor Trelez, evit labourat douar. Treiñ paludoù e douar-labour ne oa ket aes : ret e oa mirout ouzh an tevenn da fiñval gant mor hag avel, ha ret mestroniañ an dour. Da gentañ e plantas gwez hag e hadas geot da zerc'hel an traezh.

War-dro 1830 ez eas Louis Rousseau a-du gant mennozhioù Saint-Simon, dont a reas da vezañ penn "iliz Brest"', ... 3 ezel anezhi. Goude ez eas a-du gant mennozhioù Fourier, ha goude gant ar gatoligiezh sokial, hag an emglev etre relijion ha skiant.

Eno e klaskas sevel ur falanksti.

Falanksti avat ne voe biskoazh. Pa varvas Louis Rousseau en 1856, e kendalc'has Emma hag o mab Armand kenderc'hel gant raktres Louis, met Keremma ne voe nemet lec'h hañviñ pemp bugel hag a savas pep a vaner e-kreiz an domani.

  • 1832: Profession de Foi de Louis Rousseau. Le Globe, Ebrel 19, 1832
  • 1834: Association Catholique des Devoirs de l'Homme. Le Phalanstère
  • 1840-42: Cours d'Economie Sociale, extraits de l'Université Catholique
  • 1841: Croisade du dix-neufième Siècle: Appel à l'Effet de Reconstituer la Science Sociale sur une Base Chrétienne, suivi par l'Exposition Critique des Théories Phalanstériënnes
  • 1848: La Clé de la Science: Études Sociales addressées au Future Moderateur de la République Française
  • 1850: Des Propriétés de la Ligne Droite en Politique. L'Océan, Du 30 ha kerzu 6