Mont d’an endalc’had

Bab al-Mandab

Eus Wikipedia
Bab al Mandab

Bab al-Mandab, pe Bab el Mandeb ( باب المندب en arabeg, da lavaret eo "dor al leñvoù", ባብ ኣል ማንዳብ e tigrigneg), zo ur strizh-mor etre Djibouti hag Eritrea, en Afrika, ha Yemen, en Azia. Drezañ eo liammet ar Mor Ruz ha Pleg-mor Aden.

Ul lec'h strategel a bouez eo, rak dre ar strizh-mor-se e tremen e-leizh a listri kenwerzh, da vont eus ar Mor Kreizdouar da Veurvor Indez dre Ganol Suez ; etre 12 ha 15% eus kenwerzh ar bed a dremene dre Bab al-Mandab e 2023[1]. Evit beajiñ etre Europa hag Asia, an diskoulm all eo tremen dre gab ar Spi mat, da lavaret eo ur veaj 6500 km hiroc'h.

Un trepas strategel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenwerzh mor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet eo Bab el-Mandeb da vezañ ur savlec'h strategel adalek 1869 a-drugarez da zigoradur kanol Suez a verr ar veaj etre Europa hag aodoù Meurvor Indez.

Mistri war ar c'henwerzh e voe ar Saozon hag ar C'hallaoued e-pad pell, gant ar Saozon diazezet e Yemen betek 1967, hag ar C'hallaoued staliet e Djibouti betek 1977. Bremañ c'hoazh ez eus soudarded estren e Djibouti : Gallaoued, Stadunaniz abaoe 2002, ha Sinaiz abaoe 2017.

Adalek miz Du 2023, evit respont da vrezel Israel a-enep an Hamas e strizhenn Gaza, o deus emsavidi Houthi ar Yemen taget al listri kenwerzh a dremen dre strizh Bab al-Mandab. Diskennet eo ar c'henwerzh eus 42 % e korf daou viz[1]. E miz Kerzu o deus lusket broioù kevredet tro-dro d'ar Stadoù-Unanet ur gwezhiad milourel, anvet Prosperity Guardian, evit gwareziñ al listri hag ar bourzhiadoù[2] ; e miz C'hwevrer 2024 he deus divizet Unvaniezh Europa luskañ he gwezhiad dezhi, Aspide[3].

Pellgehentiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1986 eo deuet ar strizh da vezañ ur c'hroashent eus ar pellgehentiñ bedel gant an orjalenn dindan-vor SEA-ME-WE a liamme Europa da Asia.

E 2023 e oa 16 orjalenn dindan-vor o tremen dre ar strizh : Europe India Gateway, an SEA-ME-WE 3, 4 ha 5, EASSy, SEACOM, AAE-1…[4].

Da heul an tagadennoù mor liammet da vrezel Israel a-enep an Hamas ez eus bet taget ivez orjalennoù pellgehentiñ zo gant an Houthied[5].

Morlaerien modern Bab el-Mandeb

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Morlaerien vodern Bab el-Mandeb a zo un darvoud hag a ya war-gresk abaoe un nebeud bloavezhioù. Ar strizh-mor-se a zo ul lec’h strategel, lec’hiet etre ar mor Ruz ha pleg-mor Aden, ha pouezus peogwir eo kroashent hentoù kenwerzhel bedel e liamm gant Asia, Europa hag Afrika. Setu perak emañ ar mor mañ ul lec’h dedennus-tre evit ar morlaerien. Feuls-tre eo morlaerien Bab el-Mandeb, taget e vez ar batimantoù marc’hadour ganto, alies e c’hoarvez e-barzh un endro brezelioù diabarzh pe tenderioù politikel etre ar broioù tro-dro.

Kenarroud geopolitkel ha strategel Bab el-Mandeb

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 20 km ledander eo strizh-mor Bab el-Mandeb, kelc’hiet gant Yemen er c’hornôg, Korn Afrika er reter hag an inizi Pelagia er su. Strategel-tre eo an treizh-mor-mañ dre an hentoù kenwerzhel, hag eoul-maen ha gaz ar Reter-Kreiz.

Al lec'hioù tro-dro a zo bet merket gant tenderioù geopolitikel e-pad pell amzer. Ar Yemen, dreist-holl, gant e enkadenn politikel bras adalek 2011, gant krouidigezh un emglev armet etre ur gouarnamant Yemenat ha rebelled houthi gant skoazell Iran. An endro distabil-mañ en deus maget liesadur stolladoù morlaerien, korvoet eo bet ganto ar c’henarroud evit kas da benn tagadennoù a-enep ar batimantoù marc’hadel.

Ar morlaerezh modern: diorren ha abegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kresket eo bet ar morlaerezh e Bab el-Mandeb adalek penn-kentañ ar bloavezhioù 2000, memes ma oa dija tagadennoù a-raok ar prantad-mañ. Meur a faktor o deus sikouret da lieskementiñ ar morlaerezh el lec’h-mañ :

  1. Bec’hioù ha distabilder er Yemen : abaoe 2015, ar brezel diabarzh er Yemen en deus aesaet diorren ar morlaeriezh. N’ez eus ket kalz a bourveioù ha youl evit difenn morioù tiriadel ar vro.
  2. Bezañs strolladoù sponterien : ouzhpenn ar brezel diabarzh eo bet ar Yemen un dachenn strujus evit ar stolladoù sponterien evel Al-Qaïda el ledenez arabek pe ar Stad islamek. Gant ar stolladoù-se eo bet lieskemented ha aeset an oberiantizoù torfedour, evel ar morlaeriezh.
  3. Paourentez ha diouer a hegoulz ekonomikel : ar baourentez he deus bountet paotred yaouank d’en em c'houestlañ e-barzh stolladoù morlaeriezh.
  4. Hentoù mor tizhus : Bab el-Mandeb a zo ul lec’h tremen e-lec’h ma vez meur a gargamant, evel eoul-maen ha materi kai. Ar fed e vefe kalz a dremen a lak ar batimantoù-se da vezañ tizhus d’an tagadennoù. Bigi bihan ha prim ar vorlaerien a zo neuze efedus-tre evit tagañ dre souezadenn bigi brasoc’h.

Doareoù-ober ar vorlaerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez teknikoù klasel ar morlaerezh modern gant morlaerien Bab el-Mandeb, profitet e vez ganto eus endro ispisal ar strizh-mor. Setu un nebeud doareoù-ober boutinañ :  

  1. Tagadennoù armet : gant sikour bigi bihan ha fonnus e vez taget batimantoù, implijout a reont armoù evel fuzuilhoù-arsailh pe armoù skañv.
  2. Morlaeriezh d’ur skeul bras : lod eus ar strolladoù morlaerien a zo aozet mat a-walc’h evit pakañ ha trapañ batimantoù kenwerzhel bras. Da heul an tapadennoù-se e vez goulennet dasprenoù kaer evit o dieubidigezh. An tagadennoù-mañ a zo alies mediatizet er bed a-bezh.  
  3. Implij ar gwan gweluster war ar mor : profitet e vez gant ar vorlaerien eus ar c’hondisionnoù amzer fall gant un gweluster izel, dreist-holl ma vez diouzh noz, evit tagañ. Strizh-mor Bab el-Mandeb a vez latarek alies, ar pezh a sikour kalz ar vorlaerien.

Reaktadennoù etrevroadel ha diarbennoù surentez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma’z eo kresket ar morlaerezh e Bab el-Mandeb eo bet ret lakaat e plas intruduoù evit kreñvaat ar surentez eno. Setu an intruduoù pennañ :

  1. Oberatadennoù bageal etrevroadel : meur a vro o deus dispaket batimantoù an arme evit suraat an hentoù-mor. Unaniezh Europa, ar Stadoù-Unanet ha ur c'hoalision kaset gant Arabia Saoudat a souten gouarnamant Yemen gant oberatadennoù evit stourm ouzh ar morlaerezh. A-drugarez da-se ez eo bet bevennet ar morlaerezh met n’eo ket aet da get penn-da-benn evit poent.
  2. Kreñvadur ar gouestoni lec’hel : strivoù a zo bet graet evit gwellaat ar gouestoni lec’hel dre vor, e-giz ma ra Yemen ha Somalia. Profet ez eus bet stumadurioù d’ar morlu evit sikour anezhe de stourm a-enep ar vorlaerien, memes ma vez skoilhoù padus liammet d’ar vrezel diabarzh hag a lak an traoù diaes.
  3. Koñvañsionoù etrevroadel ha surentez : evit kalonekaat ar c’henoberezh etre ar broioù da-geñver stourm ar morlaerezh ez eus bet lakaet e-plas koñvañsionoù etrevroadel e-giz Kenemglev ar Broadoù Unanet war Gwir ar Mor. Ouzhpenn da-se, ar gouarnamantoù o deus kreñvaet ar strivoù surentez a-drugarez d’an teknologiezhioù nevez evit merkañ ar vorlaerien war ar mor.
  4. Nebeutoc’h a bec’hioù diabarzh : fin ar brezel diabarzh a zo priorelezh Yemen evit stabilder ar vro hag ar broioù tro-dro. Ma kav Yemen ar peoc’h padus e vefe kalz nebeutoc’h a morlaerezh, peogwir e vo tro d’ar pennoù-bras kreñvaat surentez ar morioù tiriadel.

Efed ar morlaerezh war ar c’henwerzh dre vor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bab el-Mandeb e vez dilec’hioù pouezus savet gant ar morlaerezh war ar c’henwerzh dre vor. Ar strizh-mor-se a zo unan eus al lec’hioù e-lec’h ma vez ar muiañ a dremen, ennañ eskemmoù pemdeziek gant muioc’h eget 10 million barilh eoul-maen ha kalz marc’hadourezhioù all. Dre ma vez morlaeriezh ez eo bet rediet an armatourien hag an transportourien da lakaat arc’hant evit muzulioù surentez nevez.

An tagadennoù morlaer o deus ivez trubuilhet ar chadennoù pourvezoù bedel, dreist-holl evit ar broioù dizalc’h eus ar gorvoadur eoul-maen. Ouzhpenn da-se, rediet eo ar batimantoù da gorntroioañ al lec’hioù risklus pe da vrasaat an evezhiañ, ar pezh a c’hell hiraat ar prantad beajiñ hag uhelaat ar c’houstoù.

Ar morlaerezh modern e Bab el-Mandeb a zo ur gudenn luziet, kemmesket enni ar geopolitik, an ekonomiezh hag ar goulennoù sokial. Memes ma ’z eus bet lakaet muzulioù surentez e plas e chom ar strizh-mor-mañ ur gourdrouz sirius evit ar surentez war vor hag an eskemmoù kenwerzhel bedel. Ar stabilted politik er Yemen a zo un diaz evit bevenniñ diorren ar morlaerezh, strivoù padus a zo ur redi evit resteurel an urzh ha surentez an hentoù-mor pouezus-tre evit Bab el-Mandeb.

Dreist da-se, digresket eo bet un tammig ar morlaerezh e Bab el-Mandeb. E 2023 eo chomet izel a-walc’h an niver a dagadennoù[6].

  1. 1,0 ha1,1 (en) Red Sea, Black Sea and Panama Canal: UNCTAD raises alarm on global trade disruptions, United Nations Conference on Trade and Development, 26 a viz Genver 2024.
  2. (fr) Coalition anti-houthistes : les Etats-Unis en manque de renforts en mer Rouge, Le Monde, 12 a viz Genver 2024
  3. (fr) L’Union européenne lance l’opération “Aspides” contre les attaques houthistes, Toute l'Europe, 20 a viz C'hwevrer 2024
  4. (en) Houthis may sabotage western internet cables in Red Sea, Yemen telecoms firms warn, The Guardian, 5 a viz C'hwevrer 2024
  5. (de) Unterseekabel im Roten Meer gekappt, Der Spiegel,‎ 5 a viz Meurzh 2024
  6. (fr) Malgré les attaques en mer Rouge, la piraterie dans le monde est restée à un niveau historiquement bas en 2023, Le Temps, 08/01/2024 (lennet d'ar 06/04/.2025)